Pajenn:Bayon Perrot - Kornandoned.djvu/36

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
34
Ar C’hornandoned.


Dihunit hag hastit affo
Klask an hend ho kaso d’ho ti.


II

Ma tizentit ouzomp a-grenn, — tudou,
Ar bleizi-noz hep mar ho tebro ;
Hep kloc’h, na beleg, na pedenn,
Hennez ember hoc’h anterro.


III

Ar c’hornandoned n’int ket drouk, — tudou,
N’ho pezet aoun ebet razo,
N’ho pransellint ket ouz ar groug ;
Dihunit hag i hoc’h hencho.


(Kerkent ha m’eo echu o c’han, e tihunont an daou vezvierien en eur rei d’ezo taoliou-dorn hag ez eont kwit en eur c’hoarzin, ar bugel-noz war o lerc’h.)


V DIVIZ


maze.

Oh ! Va breur paour, petra welan-me ?

gwillou.

Akt a gontrision ! Va Doue, eur c’heuz bras am eus da veza hoc’h affanset, rak en em vezvi ’meus great, en em vezvi ’meus great, dre va faot, dre va faot, dre va brasa faot.