Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
35
Ar C’hornandoned.
gwillou.
Santez Mari, mamm da Zoue, pedit evidomp-ni pec’herien, breman hag en heur eus hor maro ! Evelse bezet great !… Va zad spirituel, pardon, pardon, pardon, ne rin ket ken, ne rin ket ken !
gwillou.
Sell… mez ne welan mui hini.
maze.
Na me kennebeud.
gwillou.
N’am eus ket hunvreet koulskoude.
maze.
Dihun mad ’oan.
gwillou, e-kuz ouz Maze.
N’am eus ket bet kement a aoun hag hennez evelato.
maze, o tiskouez Gwillou.
Hennez en deus bet eun toullad aoun ; kredi rea gwelet an diaoul ; krena rea ken na flerie.
gwillou.
Kerkouls e vije bet gantan beza er gear. Eur c’hlenved bennak a dapo zur diwar goust ar spountadenn-man.