Fei ! beza zo tud aounik war an douar evelato !
Evidoc’h eo e komzit m’oar vad !
Nan ! Nan ! Evit Mari piz-munut, |
Ha ! Me !… Gwell e vefe d’eoc’h stanka ho peg ma n’eo ken nemet evit ober goab ac’hanon eo hen digorit ker bras. Hag a-hent-all mar deus bet spountet unan bennak ac’hanomp, kredi ran n’eo ket me eo, konsort ; krena rit c’hoaz gant ho korfad aoun evel pa vefe leun a erc’h ho lavreg.
Me krena ! Set’ aze vad eur marvailh all ! Me krena ! Kre diot zo ac’hanot, evit diskouez d’it n’am eus ket bet a aoun razo, ez an d’o gervel da zont en-dro.
Evit gervel ar bugel-noz |
(Sutal a ra.)
Ama ! ama ! ama ! deuit ’ta, deuit ’ta ! ma kredit e redin-me en ho raok.
(Ar c’hornandoned hag ar bugel-noz a deu en-dro en eur gana hag en eur en em deurel war an daou vezvier spountet.)