Pajenn:Bayon Perrot - Kornandoned.djvu/44

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
42
Ar C’hornandoned.


Setu an hend e-kreiz al lann,
Setu gwenn-kann ar wenoden,
Setu an hend e-kreiz al lann.


ar c’hornandoned, e-kreiz al leurenn, an daou vezvier unan a bep tu d’ezo.


ar c’hornandoned.
Nozvez vad d’eoc’h, tud dianket.
an daou vezvier.
Trugarez d’eoc’h, kornandoned (2w).
ar c’hornandoned.

Prestik war gribenn ar menez
E c’houlaio ar goulou-dez
(2w).

an daou vezvier.

Nozvez vad d’eoc’h, nozvez vad d’eoc’h,
ha d’eoc’h ivez trugarez d’eoc’h
(2w).

ar c’hornandoned.
C’houi gousko gwell en ho kwele.
an daou vezvier.
Ni gousko gwell en hon gwele (2w).


Sant Nouga 31 genver 1906.