Pajenn:Bayon Perrot - Kornandoned.djvu/7

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


DIWAR C’HOARI, KELENN !
————


E bro-Skaër ema ar c’hiz da lakaat, bep bloaz, eun dervez evit gwelet pere eo ar botred er vro, a zo skanva o zroad, krenva o divreac’h, ha soupla o c’horf : eur c’hourinadeg vras a vez great, hag eur bobl tud a zired eus a-dro-war-dro evit gwelet ar botred vat ; ha goude ar c’hrogad, ar mestr gouriner a vez roët d’ezan eur maout evit e zigoll eus e boan hag e galonekaat evel ma ’z eo dleet.

Eur gouel evelse a vez great bep bloaz e Skaër hag en eur barrez bennak all eus Bro-Gerne. Ar c’hiz eus ar seurt c’hoariou-ze n’eo ket deuet c’hoaz e Bro-Leon, mez dont a ra ha deuet eo zoken ar