Pajenn:Bayon Perrot - Kornandoned.djvu/9

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
7
Diwar c’hoari, kelenn !

En deiz all ec’h en em gavis gant Fanch al Luch, unan eus va amezeien vad, eun den a c’hiz koz, eun tammig deskadurez d’ezan, eun den chentil mar deus unan, hag e savas kaoz ganeomp diwar-benn an teatr brezonek hag e lavaren : « Ar c’hoarierien, Fanch, setu aze potred ha ne c’hoarvez ket ganto evel ma c’hoarvez gant ar c’hemener kernevad, n’eo mad nemet da c’hriat, hervez ma lavar ar zon :

Ar c’hemener n’eo ket eun den,
Nemet kemener ne deo ken.

Ar re-ze, ouspenn ma ’z int tieien eus an dibab, a oar prezek ha distagellet mad eo bet o zeod d’ezo, m’hen asur d’eoc’h. »

- « Bah! eme Fanch al Luch, gwechall ne vije ket a draou evelse war ar meaz hag ez ea kant gwech gwelloc’h ar bed en dro eget breman. »

- « Selaouit, Fanch, eme-ve, ouspenn ma ’z oc’h luch ’meus aoun, ez oc’h ivez eun tamm berwel a spered evit ar pez a zell ouz an teatr brezonek. C’houi hoc’h eus c’hoant, n’eo ket ’ta, e chomfe Breiz-Izel en amzer da zont ar pez m’eo bet en amzer dremenet ? »

- « Ah ! ya, na petra ’ta, satordallik, hag e wellafe an traou ganti zoken. »