Pajenn:Berthou - Dre an delen hag ar c horn-boud.djvu/206

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 202 —


XXVIII


LUSKELLEREZ


— Binv ! banv ! kloc’hou
’Uz d’ar meaziou,
’Uz d’an aochou,
Kaset d’ar bed holl ar c’helou…
— O bugel e vammik !
Badezet bremaïk,
Bez, eun deiz, Lemenik !

Kousk ’n ez kavel :
Me da luskel,
O ma bugel !
Ouz eun ælik gwenn c’hoaz henvel.
— Mez adalek breman,
O Doue ! lak ennan
Nerz Arzur ha Morvan.

— Bugel dister,
Gant an amzer,
Nerz ha brazder
Az pezo ’vit bea zalver,
Zalver hor Breiz karet,
Dimp-ni diouganet,
Gwechall gant ar Varzed.