— 24 —
IV
MARC’HARIDIK A GERONARD
Troet deus gallek Jarlez ar Goïk.
Eur zon e zo laket en skrid,
Eur zon barz ar yez leonard,
Eur zon diwar-benn Marc’harid
A Geronard.
Pinvik ’touez ar pennherezed,
Anvezet ’vit ar pinvika,
Kaset eo bet dec’h d’ar vered,
Da ugent vloa.
— Gaudik ! Gaudik ! ra grozin d’ac’h…
Pelec’h ’man ho muzel ken flour,
Ho kouzouk gwenn, ho liou ken yac’h
Hag ho pleo aour ?
— Mar karjec’h, mamm, oan bet euruz :
Laret oa d’ac’h ; gret ’c’h euz ho kiz :
Na zo man, sioaz ! tremenuz
’Vel ar goantiz.
Petra ’n efo d’in talvezet
Reza koant ’vel ar freuz daro,
Mar oan dre hoc’h urz ankoueet
Er ger bep tro ?
|