Pajenn:Berthou - Dre an delen hag ar c horn-boud.djvu/8

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


MENNAD


————



O te, ma c’henvreur ’a vevaz
’Tre ar Porz-Gwenn ha Roc’h-Allaz,
Dremdost lec’h ec’h oun ma-unan
Ganet d’ar vuez, o Gwiklan !

Diouganer, Barz ha Merzer,
Ro d’in-me nerz en peb amzer
’Vit sevel ma mouez eveldoud,
N’euz forz penoz vo ma darvoud.

Goude toullet ma daoulagad,
Na pa ve distanket ma gwad
Gant gwasker miliget ma bro,
Gra d’in-me c’hoaz youc’hal, garo,
Em diveza huanaden :
Reuz d’an Estren ! Breiz da viken !



―――*―――