Pajenn:Berthou - En Bro Dreger a-dreuz parkou.djvu/1

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

En Bro Dreger

A dreuz parkou
————
Giziou, Boaziou, Skoueriou
Gant Erwan Berthou (Kaledvoulc’h).
————
KENTSKRID

An notennou-man a zo bet skrivet wardro ar bloavez 1900. Bet int moulet en galleg war Le Clocher Breton, bloaveziou 1910-1911. Ar gelaouenn kembraeg Cymru he deus roet dioute goude eun droidigez, graet gant ar Barz Thomas Matthews a Llandebie.

Evel m’emaint, an notennou-man a zispleg buezegez pobl Tregor e pad eur vunuten ekreiz e vuez milvedel hag en askont da ze e fell din c’hoaz embann anê en brezhonek…

Mar am bije bet d’o skriva hirie, am bije souzet dirak al labour-ze. Kement a gemm a zo deut er giziou, en neuz ar vuez, er sperejou e pad ar brezel bras ha goude ar brezel, ken em bije kollet kalon !…

Kement a heug am befe breman o sevel notennou nevez war vuezegez ma c’henvroiz, evel am boa a blijadur o skrivan ar re a zo aman. Ma fobl, siwaz ! a ankouez hag a zinac’h e amzer dremenet !

Anavezout a ran c’hoaz va bro ginidik, he henchou treuz, he aochou, he oabl, hogen n’anavezan ken he fobl gouërien. Gwelout ar c’hemmou-man a ra poan din. Marteze ez oun poellek, marteze ez oun diboell. Darn a lavar ez a an traou evit ar gwella er c’haëra Breiz. Hag int a zo furoc’h evidon. Hervez Gwiklan : « Pez a dle beza a vezo !  »

Pleubian 1927.
Y.B.
————


Distroet d’ar vro lec’h m’ez oun ganet, goude eun ezvezans a ugent vloa hag ouspenn, nag a gemmadennou am beus kavet enhi ! Kemmadennou er c’hiziou ! Kemmadennou en darempredou etre ar geveillen hag etre ar c’herent ! Kemmadennou er mennadennou ! Hogen, petra a lavarfe hon tadou koz mar tigouezfe d’eze dihuni raktal en hon touez ? Anavezout e rafent ahanomp, koulskoude, evel ma anavezis va-unan va henaourien, ha va c’hoz kendiskiblien, ha beteg o bugale, zoken,