Pajenn:Berthou - En Bro Dreger a-dreuz parkou.djvu/13

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 1050 —

eun toul bennak ebars an nor, pe eur weren dorret war ar prenestr. Hogen biskoaz dor ne oe muioc’h treuzet eget homan. Setu aman penaoz en em gemeret evit gouesta. Ar gouester e vije gantan tri damm bara hag eur pez a zaou liard, merket warnan eur groaz ; taol e re anezê er chapel o lavarout : « Hen-ha-henn a zo kazet ganin. Sant Erwan ar Wirionez gret d’ezan mervel, — pe, grët d’an koll ar gweled, pe ezel pe ezel — rak me hen tou, hennez zo kablus em c’hever ; gret droug d’an pe droug d’in ».

An dud kazus a re ar seurt traou-ze a oa mad d’eze sellout piz ouz o emskiant, rak ar c’hastiz galvet gante war eun den dizroug a goueze warnê o-unan, da laret eo war ar gouester pe war an hini a gannade ar gouester. Lavarout e rer ive e vije gouestet c’hoaz er c’hiz-man : gant eur bod balan glaz e vize dornet ar Sant ha piket e vije gant spillou bete m’en dije roet dre eur sin bennak eun testeni euz e asantamant.

(Da heuil).