Pajenn:Berthou - En Bro Dreger a-dreuz parkou.djvu/18

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 1162 —

bugel-ze — an den ze ! — n’hen deus nemet tri droatad hanter. Aboue an oad a seiz bloa, n’hen deus graet nemet koaza.


28. — Orezon ar binvidigez

Eur iontr d’in, a oa oc’h ober kemwerz al lin e kaer ar Roc’h (Roc’h Derrien) hag a reas eno eur fortun gaer, a oueze eun orezon displeget gantan bemdeiz, hag a oa, emean, abeg e binvidigez. Setu-hi aman warlerc’h. Siwaz ! n’ez on ket bet pinvidikaet ganti bete vreman. Me a ia — evit netra — da leda anezi dirak ho taoulagad, lennerien, va mignoned, gant ar spi a raïo hoc’h eurvad.

Ossocro Deo Domine !
Me ho ped, o Mari ! en ho kalite
A vamm hag a verc’h da Zoue,
Gwir Rouanez an holl ele
Feuntenn konfort mar’ zo, c’houi ê.
Feunteun a garantez, karget a laouene,
Me ho ped, laouene vras,
An Aotrou Jezus am zalvas.
Gwelet ac’h eus, pa oa er Groaz,
E oa glaz an Ankou
Ha faez an aerouantou.
Me ho ped, Gwerc’hez, Itron wenn,
Mar’ plij ganac’h chilaou va feden
Evel hini eun den en lies a stado :
Mar ’goun du, c’houi am gwenno.
Asanti a ran da bardoni.
Doue hag ar Werc’hez bet truez ouzin.

Pa oan antreet em liorz
Me a welas eur goulmig wenn
Hag hano Jezus war he fenn
Ha me da c’houlen diganti :
— Koulmig wenn, pelec’h man al louzou da ziski ?
— E liorz al Lean
Elec’h ma zo tri o skrivan
Ha tri o lenn
Ha tri o laret o feden,
Ha tri o telc’hel ar golou
D’an Itron Varia da laret hec’h euriou.
He mab teir gwech an de
A dremen ebiou d’he gwele :
— Va mamm, ha c’houi a gousk, pe na c’houi a ehan.
— Va mab me ne gouskan, na mui na repozan,
Hunvreal diouzoc’h eo a ran ;
War ar groaz viniget
Me ho kwel krusifiet
Ho koad a zo skuilhet
— Va mamm ar wirionez ho peus hunvreet.