Pajenn:Berthou - En Bro Dreger a-dreuz parkou.djvu/2

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 901 —

ganet e pad va ezvezans hir. Rak, kaer zo lavarout, an damgemmadennoù en em led muioc’h dre war c’horre eget dre zindan. Dibuna reomp evel o deus dibunet hon henaouerien ha n’ez eus ket lec’h da c’houlenn diganimp eur stabilded ha ne vez-hi kavet neblec’h endro d’imp. E gwirionez, mar ez eus ul lec’h bennak e pehini e weler kemmaduriou doun er c’hiz beva diwar ar maez, beza ez eus meur a lec’h-all e pere ar bobl werin he deus miret holl hengouniou ar Ouenn.


1. — An Tiegezio

E meur a diad, an tadiou a gafe c’hoaz, en e lec’h, ar gwele-kloz elec’h ma oaint ganet. Lavarout e rafent ar beden noz gant tud an ti evel en o beo. Kavout e rafent c’hoazh o loa goat e mesk ar re-all ebars al listrier, a-uz d’an daol. Kement, ma a ra d’in me kaout koun diouz al listrier a oa e ti va mamm-goz, hag ken ken koant, kizellet ha dantelezet. Herie, me a rofe kals a arc’hant evit ken kaout d’in-me. Ar c’hig sal, ar bevin saëson, ar bloneg evit larda ar zouben, a zo bepred istribilhet ouz ar sourinou e-giz gwechall. Ar mestrou hag ar servijourien a ya d’azeza bepred ouz hevelep taol da zinbri ar yod kerc’h d’ar beure, ar yod ed-du da greizteiz, hag ar patatez, gant kig sal, d’an noz. Kaoter ar yod a vez bepred e kreiz an daol war eun dorchen uc’hel ha pep hini a dremp e loaïad en toull an amann. Ar c’hiz-ma a zo amzeread er broïou a vevidigez c’hlan.

Merc’hed yaouank ar vererien a loden bepred o gwele gant ar vatez hag ar baotred yaouank a ra kement all gant ar mevel. Setu eno c’hoaz dilerc’hiou diouz ar vreurëlez a stage gwechall ar mestrou hag ar servijourien. An darnvuia diouz hon gweleou-kloz o deus kemeret hent ar c’haeriou bras ; hogen beza ez eus c’hoaz meur a hini war ar maeziou ; gweleou-kloz ebars an daoliou bras da zibri. Ar re-ma a zo eun dudi evit ar vugaligou.


2. — Lec’h ma vezo gwelet labour douar an ed-du o vont da goll.

Bep sadorn goude kreisteiz e vez graet bepred eur bern bras a grampouez evit koan an deiz-se hag evit koan ar sul, rak ar sul da noz n’ez eus eur ebet evit an dud a zo war vale, evit dond d’o c’hoan ha pep hini a dle gouzout pelec’h e kavo ar bern krampouez hag e skudellad laez kaouled.

E Bro Lannuon ar c’hrampouez a ra eul loden vras eus bevans ar bobl gouerien. Eno oberiadur ar c’hrampouez n’ez eo ket eur c’hoariaden evit ar vatez-tiegez, rak red ez eo d’ezhi labourat war ziou gleurc’h (billigou) war eun-dro. Klevout a ris, n’eus ket pell, e oa labour douar an ed-du o vont war an argoll ebars ar vro abalamour a zinac’he ar vitizien aoza Krampoez ar Sunvez.

Argoulen e reont a vezo divizet war o gobr tremen hep ober krampouez ha setu ar bec’h o koueza war ar wreg ; a nez