Pajenn:Berthou - En Bro Dreger a-dreuz parkou.djvu/20

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 1282 —

En Bro Dreger

A dreuz parkou
(Kendalc’h)
————
Giziou, Boaziou, Skoueriou
Gant Erwan Berthou (Kaledvoulc’h).
————
29. — An droug dent.

Mar c’heuz droug-dent, aet e perc’hirinaj da Sant Nikolas en Tredarzek. Ar chapel a zo dirak ar vereuri ma c’hanas enni va c’heveil ar barz Nouel a Gerangoue. Eur sijennig livet mad a oa ispilhet ouz ar volz gant eur gorden ha kempouezet. Ne poa nemet loskel ar gorden hag ar santig a ziskenne. C’houi a boke d’ar Sant, c’houi a lakae eur gwennegig bennak er c’hef ha setu c’houi pareet diouz an droug dent.


30. — Eur Sant ha n’ez eo ket marteze eur Sant

Anavezet am eus eur Sant all hag a oa farsus. N’am eus biskoaz anavezet hano d’ezan nemet « ar Sant bian ». Hema a oa e glud war bost ar gloued a roe digor d’eur vereuri tost d’ar Brizilh e Parrez Tredarzeg, tost da Bont-Begou. An ti a oa pell awalc’h diouz ar gloued. Graet am boa anaoudegez gant ar Sant bian en amzer e oan e skol e kloerdi Landreger. Va c’heveil Fransez Benec’h (marvet person e Landebaëron) ha me a dremene war an hent o vont d’ar gaër hag o tistrei d’ar skolach. — Eun tregont bloa bennag goude ez oun bet, oc’h ober « Ti kaniri Breiz » e Landebaëron. Ar Sant bian a oa eur merk taolet evez dioutan war hed hon c’herzaden. « Hepdale e me omp, e tremenfomp ar Sant bian ». Ha pa dremenemp, ni a zalude gant doujans ar Santig benerez, hag a re zin ar groaz, rak evit lavarout gwir, aoun a re d’imp, rak beza en devoa eur vrud er vro : « Te oar, pa vez dilec’hiet hen a zistro e-unan war e bost ». Ne ouezomp piou oa ar Sant bian ; ne oa na bras na koant, bepred hon boa aoun a tremen hag en eur bellaat ni a zelle war hon lerc’h bete pleg an hent.

Eun nebeut bloaveziou goude e teuas ganin tremen adarre dre an hent-man gant eur c’heveil all hag a oa diouz Lanhuon. Heman na reket e studi evit beza beleg evel Fransez Benec’h. Beza oa evit gwir eur seurt kanfard fall. — « Arru omp d’ar Sant bian, e laris me ». — « Petore Sant bian ? eme egile ». Ha