Pajenn:Berthou - En Bro Dreger a-dreuz parkou.djvu/21

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 1283 —

me da gonta pez a ouezen. Ar Santig a oa bepred war e bost N’en devoa ket uz da zaou droatad. — « Me, eme Gamilh, a ia da chench lec’h d’ezan ». Ha me da gaout c’hoaz aoun ha da bedi va c’heveil da dremen gant e hent. Van ebet. E pep tu d’ar gloued e oa eur skalier hag eur men plad da c’haoliata evit mont en tu all. Kamilh a zavas war an teir bazan evel eun alouber ha da gemer en e zivrec’h ar Sant bian. Hogen kerkent setu eur bevared gwas a tont war ar c’hoariva. Heman arru diouz ar vereuri, zavet e zorn leun a c’hoardroug. Kamilh a loskas ar Sant da ruilhal war al leton. Ha ni da redeg war an hent bras. Ha setu ni pell hep dale.

N’ouzoun ket penoz a bignas adarre ar Sant war e beul. Hep poan moarvat. Meur a vloavez goude am eus han gwelet eno adarre ha moarvat eman eno c’hoaz.

Me ne oan evit netra ebars an dismegans graet d’ar Sant bian, ha koulskoude e oan blonset gant ar morc’hed. Kamilh a bareas va foan. Daoust ha beza oa heman eur gwir Sant ? Bez ez eus meur a zen, meur a vugel hag a dremen ’vit beza eur Sant hag a zo eun diaoul. Heman n’en devoa hano ebet. Sant bian ! Setu aze eun hano gwall arvarus, e gwirionez. N’en devoa na palmezen na kurunen, nag arwez d’hen rei da anavezout ; kollet en devoa zoken e zivrec’h. Marteze ne oa ket eur Sant. Marteze oa gwechall e kichen ar C’hrist war eur c’halvar e giz eul laër ha moarvat al laër fall.

Ar brezegen-man a oa poellek awalc’h ; ha me da gaout peuc’h va emskiant. Kamilh en devoa miret eur c’houn joaüs diouz e daol kaër. Pa wele ac’hanoun a c’houlenne : — « Beza e teus sonj diouz ar Sant bian ? » Beza oa gwechall pennou drouk e Lanhuon. Beza ez eus c’hoaz.


31. — Ar Sorserien

Ar pedennou hag an ardou kuzet dizanvezet gant al louzouerien testeniet goude studi er skoliou, o deus pareet gwechall klenvejou ar c’hezeg. An Aviez a zo eun entanidigez diouz an nozelennou goug. An droug-man a ya buan hag a ziskar al loen e nebeut a amzer mar ne gaver ket raktal eur gwellaer da laret « oraizonou ».

Fanch ar Fichous, komzet aman dioutan eun tamm uhelloc’h, en deus kontet d’in a oa eur gazeg er C’hrec’h Lann eti e dud — hen oa c’hoas krennard — hag he devoa an droug hanvet « al laerez ». En eur ober eun derwez e oe pareet dre orezon ha dre ardou kuzet. Gant ar c’hlenved man al loen en deve poan gof. Ar c’houerien a lar e teu bouellou al loen da veza plansonet. Ar sorserien oa arru dibot d’ar mare ze. N’ouzoun ket hag hen ez eus c’hoaz dioute hirie. Fanch ar Fichous en devoa daouzeg bloa, pa oe tapet ar gazeg gant al laerez. E Brelevenez a veve d’an amzer ze eur c’houer hanvet ar Baleer. Hema oa eun den en e aez, bezet gantan digant e dad, ar rin da wellaat al laerez ha klenvedou all c’hoaz moarvat. Ar rin-man a oa miret rumm da rumm en tiegez.