Pajenn:Berthou - En Bro Dreger a-dreuz parkou.djvu/22

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 1284 —

Raktal ma ziskouezas ar gazeg a oa klanv, e oe kaset Fanch Vian da vereuri ar Baleer. Heman a c’houlennas da genta : « Aboue pegeit oe klanv ar gazeg ? » — « Aboue diou eur. » « Red buan d’ar gaer ha lavar d’az mamm ez oun arru dioustu war da lerc’h. » Ha kerkent ar Baleer az eas ebars e varchosi. Fanch Vian kaër e oa bet lavarout d’ezan mont d’ar gaër a oa choumet evit ober d’ar Baleer hasta buan. Pa welas na zeue ket e maez ar marchosi, hag hen ive da vont ebars goustadig. Ha setu pez a welas ar c’hrennard souezet.

Dirak eur marc’h koat, ar Baleer a oa daoulinet ha daou bleget. Ober a re jestrou, komz a re eur iez dizanvezet. Eur c’houezen a oa warnan ha seblantout a re beza bourevezet spountus, ken e choumas spouronet ar bugel. Pa ’n devoa echu ar Baleer, int a redas d’ar C’hrec’h-Lann. Pa oant arru, ar gazeg a oa pareet.

Ar vrud a oa e c’houzanve ar Baleer hevelep poan eget al loen keit ma vije o pateri.

An hini a wellae er c’hiz-se en devoa ive ar gallout da rei an droug.

Ar ouiziegez a hirie a zeraou da welout n’ez eus ket en ardou kuzet-man strobinellou, na traou dreist natur evel ma kredet en amzer goz.


32. — Droug Tennadeg ar billed

E gwirionez beza ez eus e Breiz louzou evit pep tra. Droug an dennadeg hen e-unan a zo pareet gant eun had bennak. E ti ar Fichoused a oa kals a vugale paotred ha merc’hed ; pevar baotr mat a oa. Holl e oant divec’hiet diouz ar servich-brezel dre hudou eur Sorser. Heman a choume tost d’ar C’hrec’h-Lann. Ar vamm a roe d’ezan hanter-kant-lur evit lakaat ar paotr da denna eur bilhed mad.

Ar huder a laëre, er vered, askorn bian eun den maro. Tapout a re eun touseg, hag eur vran, ha gant o gwad a frote izili an den iaouank. An askornig e vije roet da heman da lakaat en e zorn deou keit ha ma vije e zorn klei o tenna ar bilhed diouz ar sac’h. Niveren ar bilhed a vije mad bep tro.

An hud diaoulek-man a zo kollet an doare dioutan breman. Marteze n’ez eo ket abalamour da gaout aoun da ober fall, hogen abalamour n’ez eus ken a dennadag ar billed !…


33. — An Diaoul hag Iliz-Veur Landreger

Ar Vretoned, mar o deus aoun rak an Diaoul, o deus c’hoariet meur a daol da heman na pa vefe nemet an hini ez an o vont da zisplega.

E Landreger eneou ar re a varv ar sul pe an deiziou gouel, etre an oferen hag ar gousperou, a zo dre wir d’an Diaoul. Setu perag. Eur c’hevre a zo bet graet gwechall etre an Diaoul hag an arc’hvasoner a oa o sevel an iliz. Heman en em gavas re wasket gant e labour hag a c’halvas an Diaoul d’e zikour. Abalamour da ze e vez deraouet ar gouspero e pad e vez lavaret