Pajenn:Berthou - En Bro Dreger a-dreuz parkou.djvu/25

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 1287 —


37. — Ar werzoniez er milinou

Er bloavez 1880 va moereb Kato Ravet, seiz bloa ha pevar-ugent d’ezi, a zanevelle d’am mamm kement-man : Va zadiou koz Gwillou-Pichot, miliner e Kerrac’h, eur brons diouz an hini a ziskenne ken brao diwar e varc’h, a zave gwerziou keit ma troe e vilin. Gwelet he devoa, emezi, e Kerrac’h ouspenn kant levrad feillennou skrivet gant dorn Pichot koz.

Raktal e teuas sonj d’am mamm he devoa, pa oa bugel, kavet en eun armel, e ti he zud ; eur voëstad paperou — dornskidou — ha ne oa ket kap d’e lenn abalamour moarvat e oant skrivet e brezoneg. Impli vad a reas diouz ar paperou-man oc’h ober gantê war he biz, koeffou poupinelled. Hag he c’hamaradezed vian a zikoure anezi el labour kaër ze. D’ar mare man ne oa ket a gelaouennou dre ar maeziou. Ral e oa ar paper. Pebez kavaden ! Me va unan an eus sonj, kals divezatoc’h, pegement a levenez am bije pa zigoueze d’in kavout eul levr. Tremenet ez eus meur a levr koz, etre va daouarn, levrou koz, moullet gant lizerennou kaër, keinet gant kroc’hen loe, hag an troc’h aneze livet ru. Ar pennlizerennou en deraou ar pennadou a zoueze ac’hanoun, dreist-holl ar seiteg lizeren, kelc’hek evel al loar vraz hag eur pez lost boemus d’ezi. Q, hir evel lost eul loen. Nag a wech am eus lennet, o vesa va zaout, Darvoudou Telemak en eul levr koz elec’h ma zeblante d’in kavout eur bern techou skrivadurez…

Va mamm gez en em dammallas d’he mab gant vuelder, da veza draiïhet, kaset da get, dournskridou he zadiou. An tadiou-man ez eo an hini en doa skrivet ar werz e pehini am eus kavet an danvez evit va levr « Ames simples ». Izabel Kostiou ’oa e c’hoar gaër ; skrivet en doa eur werz all war Kloareg Konairi hag Ivonna Kavcarlan ; diouz ar werz-man am eus dastumet eul lodennig bennag a oa choumet e memor vurzudus va mamm ; rak n’ez eus ket ezom d’hel lavarout, oberou va zadiou a veze danevellet er veilhadegou. Pa c’houlennen diganti konta d’in ar gozigellou man, va mamm, he dremm en he daouarn, a brederie eur pennad amzer hag a denne diouz he fenn kouniou marzus. E c’hiz-se am eus gallet sevel va zaolen-ouenn e giz Breiz, da lavarout gant eur niver bras a gerent pell, kouls hag a gerent tost : choum a ran batet pa zeu d’in dizoloi ar c’hartonniou, elec’h am boa skrivet kement a hanoiou. Setu penaoz ez oun deut da welout a c’helle Barzed an hen amzer mirout ar c’houn a gement a historiou. Ha red-mad ’eo d’in evesaat gant souez, ez eo kemmet memor an den aboue an Hen Amzer. Hogen distroomp da Willou goz. Heman n’en devoa graet moulla netra, ze ’zo sklaer. Kato Ravet a lavare e vije e zornskridou evel tenzoriou. Kana re e werziou d’an nep a gare o chilaou. Ar vilin a vije bemdeiz leun a dud.

(Da heuil).

————