Pajenn:Berthou - En Bro Dreger a-dreuz parkou.djvu/27

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 54 —

memor ar re-goz, paperou ha tud a oa aet da get. Red eo bet kaout eurvad eul Luzel pe eur Braz evit lakaat an dorn war eur ganerez evel Marc’harit Fulup, pe eur gonterez evel Liz Belleg. Eun déiz bennak marteze e vezo laret n’he deus bevet biskoaz Marc’harit Fulup. Ne vezo ket kredet a oueze ar goziadez-man tri pe bevar c’hant a werziou hag a zouge en he c’horfen eul levrad-feillennou ha ne oa skrivet warnan nemet hanoïou ar gwerziou man. C’houi a glaske eun hano bennak el levrig : « Kanet houman d’in Marc’harit » ; ha raktal a gane d’ac’h pen-da-benn hep’n em fazia kant koublad, he daoulagad ganti evel er bed-all [1]. Moarvat ez eo marvet araog beza roet d’imp an holl gwerziou pe zoniou a oa en he memor.

Bemdeiz ez eo aezetoc’h-aezet tammal Kervarker, da veza bet eun toueller, peg wir an dud koz o deus anavezet gwerziou ar Barzaz Breiz a ziskenn deiz ha deiz er bez. Me am eus klevet Fanch ar Fichous, ganet en Brêlevenez war dro ar bloa 1825 o kana meur a werz dastumet gant Kervarker en e levr. Koulskoude an den-man n’en devoa biskoaz lennet Barzaz Breiz na zoken klevet komz dioutan. Kement-se a ra d’in kredi ez eo bet Kervarker eur den a feiz vad ; kredi ran ive, koulskoude, en deus meur a wech kempennet eur tammig an oberou poblek ével m’eo troet an dud a ijin kaer d’hen ober alies ; Gallout a ra beza bet touellet hen e-unan. Gallout a ra ive beza eul lies-doare bennag diouz koubladou ar gwerziou dastumet gantan.

Evit an hini a anav reiz-mad ar yez vrezonek ez eo aezet gwelout n’ez eo ket Barzaz Breiz ober eun den lennek : ar gwerziou’ zo ennan a zo oberou poblek. Dishenvel rik ez eo ober un den diouiziek diouz ober eur den lennek. Kaër ez eo kavout ennan alies, pennadou awennet dispar. Ar skrivagnour bras a hell kaout donezonou kaer hogen n’en deus ket kredoni na didroïdellidigez ar barz poblek. N’ez eo ket possubl en em douelli war pez a zell Barzaz Breiz.

Setu aman, e testeni, eur werz dastumet en Goëlo hag a zo ken henvel ouz re ar Barzaz ! Ouz Azenor c’hlaz, Jenovefa, Penherez Keroulas, Markiz Guerand, Emzivades Lanhuon (houman am eus-hi klevet kana gant Fanch ar Fichous).


MENEC’H AN ENEZ C’HLAZ


Me am boa eur c’hoarig vad,
Lac’het eo bet gant eun abad,
Lac’het ec’h eo bet ha gwallet
Gant manac’h ar gouent daonet.
E man du-man war ar bili,
Ar gwad o redek deus he fri.
E man du-man war ar bizin

  1. Marc’harit a zo marvet e Pluzunet, ha douaret er barrez se er bloavez 1909.