An hengoun lec’hel a lavar ez eo war an Enez C’hlaz e savas Sant Budok e leandi. An Enez C’hlaz a zo loden diouz Morenez Briad. Sant Gwenole a reas eno e studi. Me a meus hanvet an Enezenig-man « Karo enez » en eur barzoneg diouz ma levr, Le Pays qui parle. Sevel a re uz d’ar mor, dirag daoulagad va spered gant he mogeriou ; tammou diouz ar re-man a zo c’hoaz en o sav. (Meur a hini a ra euziadur etre an Enez C’hlaz hag Enez Lare (Lavret). E pad an IXe kantved ar venec’h en em roas da Urz Sant Benead. E pad an XIIIe kantved al leandi a ïeas da Urz Sant Fransez. En 1434 ar Gordennerien a zeas enni. Ar re-ma a oa dindan beli Arc’heskob Dol. Klevet am eus laret e oa leandi an Enez C’hlaz stag ouz Abati « Beauport » e Keriti. (Eur c’hoar d’am zad a oe merourez en Abati Beauport). Dismantrou kaer a zo c’hoaz en o sav el lec’h kaer-man.
Setu aman daou grenn-lavar hag a ziskouez n’ez eo ket dalc’het c’houez vad ar Santellez gant menec’h an Enez-C’hlaz ha re en Abati, evel ma oe gant ar Sent o doa savet, gwechall goz, an tier-man en enor da Zoue.
1) Manac’h ru an Enez-C’hlaz |
An Enez C’hlaz a zo en aber ster Lezardreo, tost da Enez Mode, en eul lec’hiadur euz ar c’haera. Ar fiez a gresk eno founnus e-mesk an dismantrou. Keuzius ez eo evidomp n’eo ket kroget adsavidigez Breiz hanter-kant vloaz kentoc’h. Kaera eost hon bije dastumet ! Nag a zanevellour, nag a ganer a zo aet d’ar vered tregont vloaz zo ! Den ebet ken na lavaro d’imp ar c’homzou a gempenne o envor. E gwirionez an Drouized, kement a skiant d’eze o devoa digarez da zifenn an diskamant dre skritur ; gant impli ar skritur, an envor a ya da goll ; n’implient nemet ar reolen dre gomz, gwellaet gantê : da skouer an Triadennou. An dud a herie o deus poan o kredi ez eo barrek envor an den da vernia kement a zanevel, kement a varzoneg, kement a ouiziegez. Koulskoude nag a hini ac’hanomp o deus anavezet Marc’harit Fulup. Gwelet awalc’h ez eo bet e Kendalc’hiou Kevredigez broadel Breiz. Nan, n’ez eo ket possubl dinac’ha he deus bevet. Ar c’houn diouz ar goziadez a labouraz gant Fanch an Uzel a bado pell. Meur a hini e touez an dud o deus hevelep oad ha me, o deus anavezet kals a gonterien diouiziek hag a devoa, evel Marc’harit, eun envor vurzudus ha dihesk.
Pipi Riou hag a oa gwiader, e Pleuvian, a oa unan dioutê. E pad beilhadegou hir ar goan holl amezeien Prad an Eostik a vije du-man, er Poulpont, lec’h ma ’zon ganet, en dro d’an tan, o chilaou Pipi. Pa ’m boa tapet va daouzek bloaz e oan kaset da gloerdi Landreger d’ober va studi. N’ouzoun ket pegouls eo marvet Pipi Riou.