Pajenn:Berthou - En Bro Dreger a-dreuz parkou.djvu/30

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 57 —

Pa ’z oun distroet da genta da Bleuvian, er bloavez 1900, am boa nao bloaz ha tregont : e zell e oan da choum eno beteg va maro. C’hoant am boa da rei harp d’ar beilhadegou. Sioaz ! ne oa ken a veilhadegou, ne zidilhet ken a ganab goude koan, ne vreoet ken a lin. Ar wiaderien a oa holl maro ; ar milinou-avel a oa holl dispennet hag o dismantrou, klabezet war ar c’hrec’hiou, a vezo aet da get hepdale, ar mein benerez aneze aet da ober savaduriou nevez. Red eo bet d’in distrei d’ar Bariz, da c’honid va bara, araog beza graet eun eost war va Douarou : hep na kar na bugel, ha beza eo potr ha plac’h gouest da zelc’hel eur vereuri, kement a boan hag ez eus enni e pad ar bloaz ? Red eo bet d’in ive lezel eun eost all da vedi, eun eost hag a blije kement d’am c’halon ha d’am spered, da laret eo eost an hengouniou poblus.

Anavezout e ren, koulskoude, eur vaouez goz ha paour a gorf, pinvidik a spered, miret ganti eur bern traou kaer en he spered. Brema ez eo aet d’ar vered ive d’he zro. Gwelet am eus en-dro din, meur a diegez o sevel, meur a diegez o tiskenn ; meur a di-soul o koueza : tier nevez o krapa d’an nenv gant toennou glaz.

An arc’hant a ruilh breman er vro — bet ken paour ! — Kemwerz an avalou-douar abred a lak ar vro pinvidik, kouls ha gonidegez ar vordeidi — mui eget espern an dud, en gwirionez. — Ia, hogen, sioaz ar giziou estren en em led dre holl, ha spered ar ouenn an hini a oa hon finvidigez gwirion hag hon enor, a ya da guz, tamm ha tamm, evel a ya, er goanv, an heol, da guzat dreg ar c’houmoul.


39. — Ar Varzed baleerien : YANN AR MINOUZ.

Beza hon deus e Breiz-Izel, aboue ar bloavez 1900, eur savaden varzek, hanvet ar Gorsedd — da laret eo Azezet war c’horre — Hec’h izili a zo barzed disket hag a blij d’ezê mont daved ar bobl, da gana ha da brezegi. Hogen, ar varzed poblek bet anavezet gant hon tadou, a zo kollet ar greun dioutê.

An hini diveza a oe Yann ar Minouz. An Aotrounez ar Braz hag ar Goffik o deus lakaet eur gurunen lufrus ha fentus war e benn e lec’h e dog begek ha toull.

Kals re eo bet kresket dellidou an den paour man, evitan da gaout c’hoaz muioc’h a dalvoudegez eget rederien ar foariou hag ar marc’hajou deut war e lerc’h.

Anavezet am beus reiz mad Yann ar Minouz em iaouankiz. E Pleunveur-Gaoter, parrez stag ouz Pleuvian, a oa ganet, ha meur a wec’h e tigouezas d’in hen gwelout hag hen klevout e foariou Gourenez Lezardre pe e foar vras Landreger. Kaer a oa d’e skiant-natur beza prizet nebeut, kaer en devoa beza sellet evel eun tarzod, ar bobl en em zastume endro d’ezan. E vouez a oa mantous ha kazus : welloc’h e vije bet d’ezan an hano a Yann ar Mantous eget an hini a Yann ar Minous.