Pajenn:Berthou - En Bro Dreger a-dreuz parkou.djvu/33

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 187 —

En Bro Dreger

A dreuz parkou
(Kendalc’h)
————
Giziou, Boaziou, Skoueriou
Gant Erwan Berthou (Kaledvoulc’h).
————
40. — Yann ar Gwenn

Ar barz Yann ar Gwenn, laket gant Brizeuk en e varzoneg « Les Bretons » a zo marvet war dro 1850. Beza ez eus eta tud veo hag o deus c’hoaz koun dioutan. — Me n’ am eus ket hen anavezet, ganet m’az oun er bloa 1861. Me gred ez eo c’hoaz posubl kaout unan bennak diouz e oberou moullet war baperou distag. An deilhennou-man o deus baleet diouz eur vereuri d’eben, dilezet war ar prenechou pe war vantell ar chiminal, beteg aet war nij gant an avel. Daoust piou en deus an eurvat da veza perc’hen da unanig bennak eus e zoniou, moullet e ti Ledan e Montroulez ? Mad a vije ober gante eur berniad moullet. Moarvat n’ez eo ket eun taol micher a vije al levr-se, rak yez ar barzig tregeriad ne oa ket diouz ar reisa ; koulskoude eur boked c’houez vad a vefe anezan. Awen Yann a oa fresk ha koant, neuziet mad ha dihun ; han gwelout a refet hepdale, diwar nebeut a dra choumet eur envor.

En e zoniou a ra da c’houzout pelec’h e oa ganet : e parrez « Priel war ribl ar Guindi, tost da Gaer Landreger :

Yann ar Gwenn eo ma hano, ganet oun en Plouiel
Privet dimeus ar gweled ’boue moa nao miz bugel.

Koll a reas e dad hag e vamm en e oad tener ha dastumet a oe gant eur paour bennak diwar-dro.

E Breiz an douarou a zo lodennet stank gant kleuiadou gwez ha lann. Holl an hentou a zo bevennet e c’hiz-se. Eun toull, kleuzet e teoder eur c’hleu a re eul lochig gwasket d’ar bugel, eneb d’ar glao ha d’an heol ; hag ac’hanê an dallig bian a aspede kalonvad an dremenerien. Ar vugale all a zeue da c’hoari en en gichen, hag hen, ranel abred, a c’houlenne digante doare diouz an dud ha diouz an traou. Pa dremene unan-bennak war an hent, Yannig a lare d’e vignouned kontan d’ezan pez a ouezent diwar e benn. En despet d’e nam heuzus, ar bugel dall ne oe ket pell oc’h anaout holl dud ar vroïg.