Yann a oa barz ginidik. Ar rimadellou a zaille en e spered evel dour ar vammen. Da bevarzek vloa e oa krog da vale dre Vro Dreger, gant e gi, ha gant eur plac’h vian, a oa kresket kenver ha kenver gantan e kichen e doull. Houman n’hen kwitaaz nepred. Den ebet n’hen deus envor da veza gwelet Yann ar Gwenn heb e barez. N’am eus ked gallet gouzout pe a zeuas da veza greg d’ezan, pe ma choumas d’ezan evel eur c’hoar stag outan. Pa’ n devoa Yann pevarzek bloa, e werziou a glemme a-benn neuze war dreuzou-dor ar vereriou bet tremenet ennê an Ankou gant e falc’h ; he zoniou a gane er porziou hag el liorzou epad lidou an dimeziou ; tregerni a re o vouez war dachen ar bourkou gant kleier ar vadiziant. Na oa na gouel na levenez, na glac’har hep Yann ar Gwenn, atao awennet, atao ar gwerziou hag ar zoniou o tont diouz e veuzou evel an dour-red diouz eur feunteunn.
Ar zon a gasas e vrud d’en uhellapoent a oe hini Antonaik ar Rouz. An aotrou Koat-Riou, euz an Treou, en doa laëret merc’h e verour ha kaset anezi gantan d’he gastel : awalc’h da Yann da sevel eur zon nevez. Me a zo bet luskellet em c’havel gant ar ganaouen goant-se, setu aman ar c’houblad kenta :
Deut hu ganin koantennig, deut hu ganin d’am zi, |
Ar zon-man a rede euz eur genou d’eun all. Ha setu brud ar barz yaouank azezet mad. Breman e c’halle beva gant e dra e-unan. Trugarekât e reas ar re o devoa hen dastumet bian, ha redek a reas ar foariou hag ar pardoniou, evel am eus lavaret uhelloc’h, eur zac’had kanaouennou moullet war e gein. Biskoaz barz poblek n’en devoa bet kement a dud en-dro d’ezan o chilaou e oberou. Ar Sac’h en em gave buan goullo. Ma oa kazus mouez mantous Yann ar Minouz, mouez Yann ar Gwenn a oa dudius. E-pad ouspenn hanter kant bloa ez eo bet klevet e barez hag hen o kanan hag oc’h eilgeria war dachen ar bourkou, dirag dor an ilizou hag el liorzig ar chapellou. Herve ’m eus klevet, e benn hag e gorf a vranskelle gant muzul ar werzennou ha kement-se a oa eun dra eginel da welout. Ar bobl, hep alan, batet, ha truezet, a oa stag ouz e yeuzou.
Yann en em gave dre-holl evel en e diegez. Dre-holl lec’h ma dremene e vije sellet outan gant souez ha gant truez. Barz ebet na zo bet ken karet hag hini n’en deus dellidet kement hag hen karantez ar bobl. Dall, kouls laret o tond war an douar, n’hen devoa ked a geuz da c’houlou an deiz. E spered en devoa daoulagad d’ezan e-unan da welet ar bed-holl. D’ar mare-man e kavet c’hoaz en Breiz didroïdelligez an amzer goz.
Yann ar Gwenn a oa dalc’hmad joaüs hag hegarat, eun den a