Pajenn:Berthou - En Bro Dreger a-dreuz parkou.djvu/35

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 189 —

wechall, seurt ne vezo gwelet biken. Kement a vloaveziou bet o kantreal euz eur c’hanton d’eur c’hanton-all, azalek an nevez-amzer beteg an diskar-amzer ken a anaveze an holl hentou, ar bourkou pignet war ar meneziou, pe kuzet en traouniennou ; ar geriadennou ; chapellou ar pardonniou ; ar feunteuniou vurzudus ; ar vereuriou ar muia dizanvezet ; an hentou treuz, glaz pe kraz, mouest pe heoliet, digenvez ha bazalmet. E ene glan ha bleuniet a zigore etre e zaou vignon feal, e gi hag e eilez.

Pa welet anezê o zri o tostât, goude beza bet gortozet eur bloavez penn-da benn, ar Moueziou a grie : Yann ar Gwenn ! Arru eo Yann ar Gwenn ! Ha pep hini da redeg d’ar gloued, ha d’hi digerri frank. Hag arru dirag toull ar porz, ar Barz a zialane krenv ; e javed a c’houeze evel hini eun evn o kanan pa gane ive d’an dud vad e c’hourc’hemennou a eurvad. — « Deut en ti, Yann ar Gwenn, deut ebars, da zibri eun tamm ! » Pep hini a felle d’ezan stoka e zorn ouz e vrec’h ; pep hini en devoa sec’hed ha naoun diouz e gomzou. Roët vije krampouez gwinniz gant kals a viou hag a aman. Kaëra deiz ! Stad e pep hini !

Hogen Yann n’ en devoa nemet eur stum da drugarekaat. Sevel raktal eur zon pe eur gourc’hemen. E c’hiz-se e vije paeët gantan an digemer-mad.

Ar vugale a ouele pa c’hoantae kuitaat an ti. An holl a enebe. Red eo gortoz c’hoaz, pedet hag ad pedet eo. Hogen red ober an disparti. Red eo ober an dro hir penn-da-benn hag an amzer a zo berr. Nag a vignouned da ’welout ! Nag a geloiou da gas ha da zigemer.

Nag a wech am eus klevet va mamm-goz ha va mamm o komz diouz Yann ar Gwenn, ha gant pegement a strafuill-galon, pa zeue sonj d’ezê diouz tremeniri ar barz en o zi. Sioaz ! ar c’hanaouenno a gane va mamm-goz a zo aet ganti d’ar bed all. Ha va mamm a oa c’hoaz yaouank pa varvas Yann ar Gwenn. Koulskoude meur a wech am eus-hi klevet o kanan Trifina Keranglaz, Janedik ar Gallig, Erwanig al Liker ha meur a hini all hag a re d’in gouela. Ankounac’het am eus int. Kemeret am boa noten, breman ’zo eur bloavez bennak, o tistrei da vale diouz eun nebeut koubladou displeget d’in gant va mamm, hag a oe graet, eme-hi, gant Yann ar Gwenn. E gwirionez merket int diouz e stum. Setu int aman. Sellet piz pegement ez eo muzuliet mad pep gwerzen, pegen aëzet a gerz, pegen brao ez eo kempennet. Setu aze labour eur gwir varz.

Yvonaïg a lare d’he zad, d’he mamm, eun de :
« Me ’m eus c’hoant da dimezi, mar eo ho polante,
Gant eun artizan yaouank a barrez Sant Jili :
Donet a ra d’am gwelout ha plijout a ra d’in… »

Yann Rezon a lavare da Warin an Treitour :
« Gra d’in kaout ar benherez hag, evit da zikour,
Me a roï d’id kant skoed hag eun habid neve
Hag az miro da vevel epad tro da vue. »