Pajenn:Berthou - En Bro Dreger a-dreuz parkou.djvu/36

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 190 —

Yann Warin pa ’n eus klevet, n’eus ket kollet e boan
Taolet ’n eus ar c’houistantin [1] e zouben Yvona.
Yvona pa deus debret eun daou damm pe eun tri,
He deus taolet he skudel e kreiz leuren an ti.

He deus taolet he skudel, hag he zaolet hep poan,
Hag eo aet da Gerverzou da beur-dibri he c’hoan.
................................................
................................................

Person Sant Jili ’lare, ar Zul warlerc’h er prôn :
Sant Jiliz laëret, laëret, ’zo eur pichon ;
Laëret ’zo eur pichon, ’lec’h ne oa nemet-han,
Me ho ped Sant Jiliz da oher hen rentan.

Habitanted Sant Jili, en reked o ferson,
A zo aêt da Gerverzou da welet Yann Rezon.
Yvona, d’ê lavare : - « Deud ’hoc’h ’ta d’am c’herc’hat,
Ma lec’h zo aman breman, ha n’hallan ken kuitaat.

Aet d’ober gourc’hemennou, aet d’ober, d’am ferson,
Warc’hoaz me vo eureujet, ha gant Yannig Rezon ;
Ha c’houi ’holl va mignoned a barrez Sant Jili,
Deut da gemer ho loden eus festou an dimi. »

Biskoaz rimadellou Yann ar Minouz n’int aet war hed tost da zoniou Yann ar Gwenn.

Piou eta a glasko gwerziou ha zoniou Yann ar Gwenn ? En darnvuia euz e oberen Yann a rê meneg diouz e vro ginidik : « Ar ganaouen man a zo graët gant Yann ar Gwenn, ginidik a Briel. »

An hini a rafe eur fesken gant oberou stlabezet ar barz, ken c’houek, ken gwirion, ken tener, henez a rafe eul labour talvoudek. Pinvidikaat a rafe hon lennegez boblek ; ha, war eun-dro, taol a rafe kals a sklerijen war giziou koz hon maeziou e mare deraou an XIXd kantved.

Aboue am boa dastumet da gentan an notennou-man, an Ao. Jarlez ar Goïk en eus graet ive enn enklask war Yann ar Gwenn. Trugare d’ar skrivagner gallek ; koulskoude ez eo red d’in sevel va mouez eneb d’eun tammall graët gantan da Yann ar Gwenn. Herve an Ao. Ar Goïk, Yann ar Gwenn a zo bet eur mezvier, kals pe nebeut. Biskoaz kement all n’am beus klevet ha me koulskoude klevet meur a hini hag a bleustras gant ar Barz. Va zud a oa leun a zoujans evitan. Biskoaz koun ken glan n’ez eus bet miret diouz den. An envor a dle mirout hep tech, brud-vad Yann ar Gwenn. Keit ha na vezo testeni all ebet muioc’h talvoudek eget an hini digaset n’ouzoun a belec’h gant Jarlez ar Goïk me a lavar : « C’houi a zo faziet. Yann ar Gwenn a zo bet eun den prizet ha karet ; mar vije bet eun n’hen’ dije bet nemet kaz ha dispriz. »

  1. Louzaouen an amourousted.