Pajenn:Berthou - En Bro Dreger a-dreuz parkou.djvu/39

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 276 —

eun digentil, graet gantan eur studi vras evel kals a vab a diegez pinvidik a Vro Dreger. An tiegezou pinvidik diwar ar maez a gase d’an amzer-ze o faotred d’ober o studi da Gloerdi Landreger ha meur a hini a rae e studi latin evit dont da veza — nan beleg — hogen labourer douar. Keit-se ar spered nevez, spered ar gwall-c’hounid en emzile er vro. An dud a zeue da veza troïdellek, pez a hall tremen oute da veza gwirion hag onest. Meur a hini emprestet gantan digant Yann Vras, hep kampi, a brene danvez, a zave tier-nevez. Lezen an Iliz ne zifenne ket digemer arc’hant evit gopr an douar pe an tier ha setu aze tud pinvidikaêt diwar goust Yann Vras.


43. — Ar c’hont Plu diouganer

Me a skriv herve digoueziou va envoriou. N’ eus ket nemeur a urz en notennou-man. Ha setu va spered troet war zu arvestourien all c’hoariet gantê o roll dindan daoulagad Tregeriz. Marteze oa dleet d’in heuill an amzeroni evit displega taolen an dud diwar ar maez brudet e touez kouerien Bro-Dreger. Ia, mar am bije bet amzer ! Bah ! Demp bepred a dreuz parkou !

Ar c’hont Plu en deus lezet war e lerc’h, en Bro-Dreger, ha dreist-holl en Gourenez Lezardre, envoriou padus. E varo a c’hoarvezas wardro 1760. E hano a oa Corlouer. Diskouezet am eus ar C’hont Plu em barzoneg « Ames Simples ».

Corlouer en devoa graet e studi evit beza mezeg. E choumadur a oa en Pleuveur-Gaoter en eul lec’h hanvet Avanturus. Beza oa eur mezvier. Pa ’n deve dispignet e holl arc’hant evit eva, hen a werze e zillad. N’eus forz : bepred e vije gwisket kaer meurbet ha gant honestiz. Setu penaoz. E gorf a endue gant mel ha goude en em ruilhe ebars ar plu hag ar marbleo. Aliesoc’h e vije gwelet o vale gwisket evel eun evn eget gwisket evel eun den. Ac’hane’ oa deut d’ezan e hano : ar C’hont Plu.

Va mamm he deus klevet hec’h eontr ar Manac’h, o komz diouz ar C’hont Plu evel diouz eun den awennet, eun den leun a ouiziegez. Ar Manac’h a oa bet manac’h e manati Sant Fransez e kichen Landreger. Pa zigouezas ar Reveulzi Vras, hen a daolas e c’hougoul : graet en deus skodou e kaër Landreger. An tiegez Bourc’hiz, tiegez enoret, a ziskenn diwarnan.

Ar C’hont Plu a ziouganas divez ar Rouelez, ha donedigez ar Reveulzi. Kement se a ziskouez a oa eun den hag a oueze sellout, poueza an traou endro d’ezan, ha diskonta. Renadurez e vuez, kaer he devoa beza dizurzet, ne oa ket evit ober d’ezan koll netra diouz e levezon war an dud na diouz e ouiziegez.

Eur vaouez a Bleuvian a ieaz eun dé bennak da c’houlen e guzuill, evit gouzout ha beza he dije bugale. — « Beza az pezo eur mab, eme ar C’hont Plu ; heman a zeuio d’id pa vezi arru oajet : kals a c’hlac’har a raïo d’id. Beza vezo eur bugel spouron hag eun den spouronusoc’h c’hoas. Hada ar spont a raïo dre lec’h ma tremeno hag ar gwad a lako da ruilhal. Welloc’h e vefe, evidoud, ne zeufe ket war an douar. Hogen da donkadur zo rei buez d’ezan. »