Pajenn:Berthou - En Bro Dreger a-dreuz parkou.djvu/4

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 903 —

man al Leordier brezonek ! Ha setu petore darempredou tanus, a zo bet e Breiz, gwechall, etre an dornskridou koz hag ar c’hrampouez ed-du.


4. — Ar Mammennou dour

Pez a zo choumet hep kemm en hon bro ez eo galloud burzudus ar mammennou. Ar feunteuniou a zo bepred en doujans. Azeulerez ar feunteuniou a zeu eus a bell amzer. Daoust ha kollet a vezo pa vezo distrujet pe gant an den, pe gant an oad, ar chapellou a oe savet en amzer goz e kichen d’eur zant koz bennak dishanvezet breman mui ouz mui ha dilezet. Ar chapellou a gouez tamm ha tamm hag o revinou a zo stlabezet. Den ebet, na zoken ar veleien, — ha koulskoude piou a dleje welloc’h o difenn ? — den ebet ne sonj o saveteï.

An holl mammennou-se a zeblant, pe dre wir pe dre c’haou, kaout c’hoaz, pep hini he galloud ha mat e vefe, keit hag e man ar c’houlz, merka doareou pep hini. Rei a ran ar c’huzuilh d’am c’henvroiz, d’ar re a gar hon hengoniou da gutuil kement doare a zeufe d’eze divar benn mammennou marzus hon Breiz koz. Gallout a rafont renka o enklask dindan an hano : « Galloudegez mammennou Breiz. »

— Da bep droug e louzou hag e wellaer — Ar Sent n’o devoa ket, int hepken, ar galloud da wellaat : An noblans, pe o diskennidi, o devoa ive ar galloud-man. An holl a lavaro d’ach ez eo gwellaet ar remmou gant eun Trogoff, pe eur Pluskellek, pe eur C’herangouez pe eur Maezgwenn pe eur C’haerleon, pa raïo unan diouz ar re-man war ar gouli eur zakradur, e zin ar groaz, gant e skeup.


5. — Droug ar Roue

Ar roue Fransez kenta en devoa ive an hevelep galloud, o wellaat Droug Sant Kadou (pe droug ar Roue) e Bro-C’hall hag en tu all d’ar Pireneou. Siwaz ! ar paour kez ! perag n’hallas ket gwellaat d’ean e-unan ! Daoust hag hen ne roas ket e hano da Zroug ar Roue ?


6. — An terziennou

Ar relegennerien bet impliet gant an noblans a zo mat tre evit gwellaat an terziennou.

Eun olifanten (eur vedalen olifant), tammig eus lorc’h an amzer goz, a zo mat evit gwellaat languiz ar vugaligou pa vez lakaet war o bruched.

An itrou vad arru en ti
Ha bennoz Doue ’zo ganti.
Eun olifanten ’n he c’herc’hen
Evit gwellaat an derzien.
Evit gwalgas droug an toc’hor
Ha rei d’ar yec’hed mad digor.