Pajenn:Berthou - En Bro Dreger a-dreuz parkou.djvu/40

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 277 —

Diougan ar C’hont Plu a zeuas da wir. Ar bugel ganet diouz ar wreg-se a oe hanvet eveldoun-me Erwan Berthou.


44. — Berthou, tammaler poblek

Al lez hano Tobi a oe roet d’ezan abalamour (?) ma en devoa eur penn bras ha dre ma oa ledan e gein. An hano Berthou a zo ledet niverus dre ar vro. Tobi na oa ket diouz skour Berthoued Kervel. Ar re-man, va zud koz, hervez-am eus klevet, a zeue deus Pluzunet. An hano Kerverzou a zo hevelep hini gant Kerberthou pe Kerberthou. Beza zo ive eur Kerberthou en Sant Nikolaz ar Pelem. Me gred e teu Berthou diouz Berth pe Berz. Aberth, e keumred, a dal « gouel ». Gouel berz a dal, gouel miret. Me gred eta e tal Kerberthou da laret, lec’h al lidou kaër, en eun amzer araog ar gristeniez.

Tobi Verthou, hervez ar vrud, a zeuas da veza eun den lennek hag a oe kaset da Bariz d’ar stadou evel ezel diouz an Drived-Stad. Moarvat a oe izelloc’h e garg. Pa strakas ar Reveulzi, a oe hanvet penrener « district ». E roll a oa diskuill an dud a oa disfianz dioutê. C’hoari a reas ar roll-ze gant kals a grizder e stum da harpa diougan ar c’hont-Plu.

Eun deizbennak e roas urz da brizoni eun tiegez hanvet Pivaing o choum e Kerrac’h-Izella Pleuvian. Nao a dud a oa anezê hag eur beleg en o mesk. Gwerzet o devoa o madou en gortoz beza tammallet, hag an arc’hant a oe lodennet etrezê o nao. Pep hini a zouge eur sac’hadig peziou daou skoed. Dont a reas d’ezê kelo e oant o vond da veza serret, ha setu e kemerjont o zu da dec’hel — moarvat dre vor, rak Kerrac’h a zo kouls laret war ribl ar mor. — Re divezad a oa. Ar Soudarded a c’hoarveze ; red a oa en em zistag diouz an arc’hant. Staga ’rejont an nao sac’h an eil ouz egile hag en eur dremen e-kichen Milin Kerrac’h, e stlepchont anezê e liorz va zadiou Guilhou. Kement-ma a c’hoarvezas e kreiz an noz. D’ar beure va moereb Jobenn, c’hoaz bugel a gavas nao sac’h ar skoedou e mesk ar c’hol. He zad a glenkas aneze hag o daskoras d’o ferc’hen nebeut goude, rak maro Robespier a zeuas da zigori d’eze bac’h Gwengamp.

Va mamm he deus anavezet reiz mad Tobi Verthou, rak pa oa arru koz a oa hep tiegez hag en devoa kemeret magadur eti va mamm goz. En em enori a re c’hoaz da veza bet abeg da gals a varoiou noblans ha beleïen. Bepred a gaze an noblans : koulskoude a oa en em daolet da ober pinijen : kaer en devoa beza dall bemdeiz a re Hent-ar-Groaz evit goalc’hi e bec’hejou.

Ar C’hont Plu, diouganet meur a dra hag a zo c’hoarvezet, a ziouganas c’hoaz eun dra. Breiz, hervez e lavar, a vezo, deiz pe deiz, staget ouz Breiz-Veur. An nep a vevo a welo. Hogen petra a zouezus a zo eno ? Hon Hentadou a zo deut a Vreiz-Veur. Perag ne zistrofe ket o Bugale vihan d’ar Vamm-Vro genta ?


45. — Aotroune Rospidou

Ar C’hont Plu ha tud Kerverzou o deus douget va envor war-zu tiegez Rospidou, evel tiegez Kerverzou en karter Sant-Yann Pleuvian.