Pajenn:Berthou - En Bro Dreger a-dreuz parkou.djvu/41

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 278 —

Unan bennak eus Aotroune Rospidou a oa chomet intanv gant kals a vugale. Dre ma oa paour hen a dlée ober e-unan gant labouriou an ti, skoazellet gant eur goz vatez hep gopr, evel ma oa kals d’ar mare-ze. Bepred e kave Rospidou amzer da gelenni e vugale. Beza en evoa eur verc’h meurbet’ koant kollet ganti ar spi da zimezi rak ar C’hont a Rospidou ne oa ket evit rei d’ezi argoulou a-bed.

Ar C’hont a oe tapet eun deiz o hemolc’hi, e Kervengui Pleuveur-Gaoter. Ar C’hont a oa gwisket gant lien rust ; eur re votou koat en e dreid, evel eur mevel. Diskoueza reas hepdale en devoa ar gwir da hemolc’hi war an douarou-man. Seblantout a ra ne ieaz biskoaz ar Rospidou-man d’ober e gog lore e Palez ar Roue, e Versailhez. E verc’h gant he c’hened he dije koulskoude graet he hent kouls hag eun all. Hogen dre n’ halle ket hep madou dougen pouez eun hano kaër, hi a renkas mont d’ar gouent. N’ouzoun pegement a vloaveziou a vevas er c’hloz. Goude he maro (hervez ar vrud) hi a zeue da Rospidou da strafuilha hunvreou ar re-veo. An noz e klevet huanadennou evel n’ez eus moarvat nemet ar re varo kap d’o zeurel. Gwelet e vije ive tan hep moged o tond e-maez ar chiminalou chomet dic’hôr aboue pell amzer, ha kement-se moarvat n’eo ket stank.

Eun noz e oe klevet eun drouz digustum e porz Rospidou. Eun den ranel a zeuas da zellout. Ha petra ’welas ? Eur wiz o vale, landreant, etre daouzeg porc’hel bian. Hogen aboue pell-amzer ne oa ket gwelet moc’h e porz Rospidou. An darvoud souezus-man a c’hoarvezas adarre an noziou warlerc’h war an taol hanter-noz. Hag unan-bennag da c’houlennata ar wiz ha setu ar respont : « Ne oan ket krouet evit ar gouent ; va galvidigez a oa dimezi. Hervez arz an natur me a dlée rei buez da zaouzeg a vugale ha sevel anezê gant evez. Kement-se n’am beus ket graet. Breman ez eo dleet d’in ober pinijen. Ne deut ken da strauilha va nozveziou, rag va foan a badfe pelloc’h. » Hag e oe lezet ar spes en peuc’h. Ar vrud a gement-man a spountas meur a hini ha setu koz vaner Rospidou ne oe ken dalc’het enstad vad : koueza a reas tam ha tam en dismantrou.

Va mamm, ganet e 1833, he deus anavezet an diveza Kont a Rospidou. Heman a oa evel ma vez lavaret « eun dijentil kouezet diouz lost ar c’har da lavarout eo unan hag a oa re baour evit beza kavet plas ebars ar c’harrons a gase an noblans d’an harlu e pad ar Reveulzi. Klevet am beus alies komz diouz ar C’hont a Rospidou a oa e lojeiz e Sant-Yann Pleuvian, tost d’ar feunteun vurzudus. Arru’ oa koz meurbet pa oe anavezet gant va mamm. Beza oa dioutan eun « enebamzeriaden » veo. Gwisket e vije e c’hiz gwechall : eul liviten lost-pik, eur bragou-berr ; eur re leorou moan hag eur boutou gant izivi arc’hant. Eun tog kern hir en dije war e benn hag e vleo gwenn evel plansonnet, a goueze war e gein. Beza en devoa eun doare eus ar c’haëra, eun dellezegez diouz an uhella. Koulskoude ne veve nemet dre aluzen. (Red eo gouzout ez omp o vale dre Vreiz, evit kredi an traou-man). Gant ar C’hont a Rospidou e vije oc’h ober e dro,