Pajenn:Berthou - En Bro Dreger a-dreuz parkou.djvu/42

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 279 —

hag o veva gantan en e di, eur plac’h yaouank a ouenn izel hag hen kare ; kempennet kaër, e vije gant dilhad a c’hiz koz da laret eo dic’hizet pell a oa, tennet ganthi n’ouzoun a betore arc’h koz. Dougen a re, da viana, eur c’houzougen tuelennet. He hano, Pimpel Riou, a zo choumet poblus e Pleuvian ha stag ouz hini Rospidou. Pa oan yaouank am eus klevet alies komz diouti. Pa zigoueze d’in mont da bardon da Sant-Yann gant va mamm, me a c’houlenne bep gwech mont da welet Kastel Rospidou. Heman n’en devoa ken a doen. Hag ouspenn, ne oa moarvat netra ennan henvel ouz Kastel koz tiegez Rospidou. Setu aman e skeuden graet gant peder rimadell c’houek, savet hep mar gant eur c’houer bennak.

Ar C’hont a Rospidou en deus savet eun ti :
Eur c’hoste a zo mein, hag eun all a zo pri.
War an nor eo skivet an holl armoriou
Da ziskouez a chom eno ar C’hont a Rospidou.

Gwelout a ran c’hoaz en deun va envor moger bri an ti bian o deus bevet ennan diveza Kont Rospidou, koz-koz, ha Pimpel Riou yaouank-yaouank… Daoust ha n’ez eus ket aze pedra da dempti awen eur Barz ? Kals divezatoc’h ez on distroet da Sant Yann, pa oan o vont da aoza « Ames Simples ». E Pontajan, lec’h o deus bevet gwechall noblans Kerverzou, zo breman eur vereuri gaër ; hogen kastel Rospidou, ar C’hastel Pri, ne oa netra ken dioutan ; teuzet e oa evel eur c’hreunen holen dindan dour ar goanv ; an dumen diveza dioutan a oa nijet gant an avel.

(Da genderc’hel).