Pajenn:Berthou - En Bro Dreger a-dreuz parkou.djvu/44

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 465 —

hini an Eginane. Biskoaz n’ am eus klevet an diviz e kaver er Barzaz-Breïz : Tro an « Aguilaneuf » ; hogen klevet am eus kanaouennou pe diviziou dam henvel.

Deiz araog an deiz kentan ar bloa, ar bevien a groaz ar binvidien war an hent, en eur hetan d’eze eurvad e pad ar bloa. Du-man du-hont e klever, war ar c’hrec’hiou hag en hentou-doun, kaniri lec’h m’eman bagadou ar bevien o tremen.

Arruout a reent er porziou en eur gana :

Eur bloavez mad ni a heta
D’an holl dud a zo en ti ma :
D’ar re ’zo koz eur yec’hed mad,
D’ar re yaouank avantur vad !

Hogen goude koan e veze ar muia a blijadur. Bagadou tud yaouank a yê dre ar maeziou, kaout e reent an dorojou zerret. Ar re-man na zigoront nemet pa vez gounezet an trec’h gant spered ar re a zo o c’houlen digor, da laret eo pa o defe boc’het ar re a zo en diabars gant o zeod lemm. Graet e veze d’eze bep seurt goulennou rimadellet hag int a dlee respont ive e rimadellou. Skouer :

Goulen :

Laret d’in, c’houi ’zo plac’h a vek
Ped bouezel zo ’ n eur c’hefelek ?

Respont :

Teir a dreuz, ha teir a-hed
Bouezel an toull-rer a stouvo d’id da vek.

Eun all : Goulen :

Laret d’in, c’houi ’zo eur potr fin,
Petra eo Min-Buas en latin [1]

Respont :

Me ’zo bet er skol gant tad koz da dad
Ha n’en devoa ket disket d’in latinat…
Aman ’zo eur potr koz ebars ar poull
Hag eur bunaouzen ouz e doull,
Mar fell ganac’h dont bars an ti,
C’houi hi distago gant ho fri.

Abaoue m’ eo maro Alcofribas, n’heller ken trei ar seurt traou-man e galleg. Pa vez digoret an nor e vez evet eur podad jistr, hetet bloavez mad an eil d’egile, hag ar bagad a ya kuit en eur gana a bouez-penn :

Doue d’ho miro, ken a bloa,
En kambr an Itron Varia ;
Ha gras d’imp holl d ’en em weled
En nenv, en palez an Drinded.

  1. Min-Buas a zo eur c’harreg vras, ha zoun, er mor, tost da ero an Talbers e Pleuvian.