Pajenn:Berthou - En Bro Dreger a-dreuz parkou.djvu/45

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 466 —

An Drouized herve ar skrituriou gallek a gutuilhe an uhelvar en eur grial : « Au gui l’an neuf ! » Setu aze eun hengoun fentus awalc’h. Ar geriou-ze a zo galleg hag en amzer goz ma vije kutuilhet an uhelvar gant an Drouized na gomzet nemet ar yez keltiek e Bro ar C’hallianed. Penoz ar foeltr o dije gallet an Drouized komz galleg ? Me gred e vije kriet : « Hegin an ed ! » Er c’houlz-se diouz ar bloa an ed a grog da hegina ebars an douar.


50. — Ar gerentiez

Krog a ver da ankounac’hat ar Gerentiez e Breiz da laret eo ar Gerentiez a bell — e giz Breiz. — Pa oan bugel an dud a zalc’he tost d’ o c’herent pell. War digarez eur gouel bennak, eur c’hanvou, e vije kaset eur c’hannad d’ober an dro d’ar c’hanton ha d’ar c’hantoniou all war-dro, evit kelenni ar c’herent beteg an dekved pazen.

Envor am eus diouz an danevel a re va mamm diwar-benn ar weladen a vloavez mad a re bep bloa gant he zud ha gant kerent-all, d’he mammiou Coutans Nicol.

Coutans Nicol a oa koz meurbet ha ne zave ken diouz he gwele. Dall ha morzet a oa. Hogen miret he devoa he skiantvad hag hec’h envor. Lavaret am eus a oa divent envor hon re-goz. E pad an déiz kenta bloa, an ti a vije peurleun gant he bugale, he bugale-vian, ha bugale he bugale-vian. En em gavout e rent eno dre gantchou, a gevred, ha c’hoaz unan-bennak a choume dilerc’het. A bep m’ arruent, int a bigne war ar bank-dosser evit pokat d’an hini goz. Ha houman diwar mouez mamm ha bugel, hag alies diwar tastonat an dilliad, a anaveze an hini a vije diraki, hag a lavare : Heman eo hen-ha-hen, mab da hen-ha-hen, a barrez pe barrez. Doue d’ az benigou va bugelig ! Ar Seiz parrez a zo breman e kanton Lezardrew en em gave diskleriet e ti Coutans Nicol. Beza vije eno izili eus tiegezou Briand, Bidamant, Berthou, Meudal, Koutellek, Minouz, Raoul, Mazo, Kerleo, Pivaing, Razavet, Riou, Jouan, hag all, beteg Yaouank a Blouvouskan, treuzet gantê ar Yeodi er Roc’h-Velen.

E Plouvouskan, kouls hag e meur a barrez all e Breiz, kaver breudeur a zoug hanoiou dishenvel, evel Yaouank ha Le Jeune, hervez paperou ar maërdi, skrivet a-dreuz gant sekretourien re nebeut a skiant d’eze. E c’hizse e kaver ive daou vreur, unan Ar Braz, eun all Le Grand. Unan diouz ar Yaouanked-man en devoa eul lesano fentus hag a roas e lesano d’ e ziskennidi anavezet c’hoaz dindan an hano ze. Anavezet int eta bepred dindan an hano « Kochon-Sac’h » (ar moc’h bian a vez kaset d’ar foar en eur sac’h). Ar c’hrennard, joaüs, ha c’hoant d’ezan ober eun taol bourdus a zistroas e Landreger, eun devez foar, eur c’hochon-sac’h, hag hen digasas gantan d’ar gaër. Ac’hane ’oe roet d’ezan e lesano : Kochon-Sac’h.

Va mamm a c’hoarze gant eun netra ; biskoaz n’am eus gwelet den o c’hoarzin evelti, hag azalek a zigore he genou evit danevelli tra pe dra fentus, an holl, en dro d’ezi, a zirolle da c’hoar-