Pajenn:Berthou - En Bro Dreger a-dreuz parkou.djvu/46

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 467 —

zin. Va mamm a re d’in-me ive dirolla pa zanevelle d’in penoz e vije anavezet ar « C’hochon Sac’h » gant e vammiou Coutans Nicol.


51. — Al les-hanoiou

N’ ez eus bro ebet, me gred, evit rei les-hanoïou d’an dud evel Pleuvian. Setu aman eun nebeut les-hanoïou a zo bet roet da dud hag a anavezan reiz-mat evel m’arruont dindan va fluen : Sakramento, Lichen, Kanou Bras, Petit Pantalon, Kosto, Jezu (eur vaouez), Marianna trioac’h bloa (eur vaouez all), Rayon X, Coeur brisé, Bonbon fondant, Kac’h-e-lard, an Diaoul, an Diaoul bras, Mari Poull en houïdi, Joziaz, Fanch an ti-min, Bord ledan, Bleo gwenn, Lord Pistol, Mari Bistolen, Pitel-Marjob, Le Roi d’Espagne. Ha me oar-me pegement a re-all ! Hag al les-hanoïou a ’zo aet d’o bugale ha d’o bugale vian bete ne oar den ped remzi.


52. — Falc’herien ar Mor

P’ arru kouls ar moradou bras, kedez nevez amzer, e weler an henchou a ziskenn d’ar mor goloet gant sternajou kirri pounner, ha bagadou tud o vont d’an aod : paotred, merc’hed, a bep oad, krennarded, krennardezed, tud yaouank, tud arru war an diskenn. Ha trouz ! trouz ar rojou hag ar strons ; c’hoarz, skrij… Daoust perag kement a jabadao ? Perag lezel an tier, kouls laret, hep tud ? Adreg ar strolladou n’ ez eus ken nemet sioulder. Ha dilezet o defe an dud-man o mereriou ? Evit mont pelec’h ? Da ’n em goll er mor divent ha doun ?

Eur re bennak, koulskoude, a zo choumet en tier : ar re goz amparval hag ar vugale vian.

Eost ar mor a zo darev, ha ne vezo nepred awalc’h a zivrec’h evit troc’ha ha destum an eost. Setu ni e koulz ar miziou garo : Genver, c’houevrer ha meurz :

Meurz hag e veurzi,
’Lak ar wrac’h da gac’hat ’n he zi
Hag he matez kouls ha hi.

Miziou ar gorventen hag an dismantro ! Ar mor a zo dirollet-dalc’hmat ; n’anav peuc’h ebet ken, na noz na deiz. Herie e man awel gwalarn o c’houeza : strapa ’ra war ar rec’hel e zeier du, leun a c’hlao hag a zour-mor ; warc’hoaz e vezo tro awel ar steren, kriz e alan, skornet ken a denno ar gwad diouz daouarn an dudigou war ribl ar mor.

War an aod divent, rak ar mor a zo diskennet pell, ar bobl a zo aet da get. A boan ez eo kap eul lagad lemm da welout an dra-bennak o finwal er pellder : tud o troc’ha, o tougen gant kravazou plen, tud o vernia, hag ar c’hirri bian o tigas ar bizin war ar bili hag an traez, elec’h ma vezo karget war ar c’hirri bras chachet gant tri, pevar ha pemp a gezeg.

An troc’ha bezin, hanvet ar Verz, a bad tri devez dustu hag en em astenn war dri marevez.