Ar bizin a zo eun temps diouz ar c’hentan, ha n’ez eus nemet tud ar barrez da gaout gwir war ar bezin troc’het nemet troc’het a vefe pelloc’h eget an dere izella. (Ar bizin torr — torret gant ar barriou amzer — ha digaset d’an nec’h gant ar gourlanou, a zo klasket ha prenet ker gant tu an douarou).
Ar c’hirri o de kals a boan o kaout o hent mesk ar rec’hel, mesk ar berniou mein, mesk ar poullou dour, hag an dud int-o-unan a renk treuzi gwaziou-mor don ha ledan ; kement se a reont gant fent ha plijadur.
Ar bezin, troc’het tost d’an dere, a vez berniet, ereet gant funiou, keit hag e vez izel ar mor, ha bep ma sav heman, ar bern a zav ive : pa vez war vordo a vez leviet gant perchennou hir ha douaret war an aod epad ar gourlan.
Setu aze labouriou poanius, hag a zeblant gouest da lakaat an dud da glemm ha da veza goulennus. Gwechall koulskoude den na glemme ha den na zirezone. Ar Verz a vije divezet er bourk gant koroll ha jabadao, lec’h e vije red dispign nerz adarre. Hogen gwechall ar c’horfou a oa trempet mad, welloc’h eget hirie. Ar bevans a oa gros ha yac’hus. Breman an dud yaouank, tremenet dre ar c’hazarn hag ar c’haëriou, a zo deut da veza lipous, hogen kollet o deus ive o yec’hed hag o nerz. Ar vro a goll he flijaduriou koz ; an dud a c’hoarz bepred, hogen gant bourdou nevez, gant giziou a ziavaëz.
Lec’h a drec’he hon re-goz, ni a gouezo hepdale, trec’het gant hon lorc’hente ha gant hon digalonder.
Bepred ne fell ket d’in achui ar pennadig-man war eun ton huanad. Mad a oa lakaat dirag daoulagad kaëriz, ar re dioute a zeu bep bloa da ehani en hon maëziou ha war hon aochou, mesk ar bleun, an deillou glas hag an ed o veleni, mad a oa diskouez d’eze taolen boanius ar goanv. Gwelet e vezo pegement a goust an eost d’an hini a zo, hanv goanv, e-maëz o c’houren troad-ouz-troad enep an avel, an dour, an heol hag ar mor.
Ne oa den muioc’h madelezus eget koz person Lanvilin, an Ao. Kaër. E ma pell zo e peuc’h an Ao. Doue. Me gav ez eo mad ober enor d’e vemor. An dud a fouge hag ar farizianed a lavare e oa arru en e vugaleach war e vloaveziou diveza : tremen a re evit eun den louad, didroïdel. Hogen sioaz ! nebeut a hini a zo distak awalc’h diouz traou ar bed-man evit gallout beza hanvet eun den didroïdel ! Eürus ar barrozianed a heuilh ar bastored mad hag a ro hep niveri d’ar re ezommek !
Ar c’hoz person n’en devoa netra d’ezan e-unan. E vatez Janned, a oa c’hoaz kosoc’h egetan ha ne oueze penaoz lakaet an daou benn da staga. Nepred, koulskoude, ar bara ne reaz d’eze dienez na d’ar bevien.
Eun deiz bennak an Ao. ’n Eskob a Sant Brieg a zeuas da Lanvilin da c’houzoumenni ar vugale. An Eskob, ar Vikel Vras, kals a veleien, ar Maër, hag ar guzuilherien a oa endro da daol ar person. Heman ’oa eun tammig bouzar hag e gom-