Pajenn:Berthou - En Bro Dreger a-dreuz parkou.djvu/48

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 469 —

zou, o tont adreuz, alies, a roe bourd d’an holl. Janedik oa leun a lorc’h enni ; graet he defoa dispignou hag a zeblante re-vras d’an Ao. Kaër. Sonjal a re ennan e-unan : oh Janned ! Janned ! petra c’heus graët ? Mar peuz graët dle, red a vezo o faea, ha gant petra ? Diwar goust ar bevien hag ar vugaligou ?

Hogen arruout a reas eur plad gant Janned hag a lakaas ar person koz en fulor.

— « Na petra, Janned, kollet ac’h eus ho spered ? Aman ’zo eun Eskob hag a zo gouest, hen e-unan, da rivina parrez Lanvilin. Ne zigaset netra aman ken, en hano Doue ! Rak warc’hoaz ni a vezo, c’houi ha me, war ar plouz ! »

Ar person koz a oueze n’en devoa ket an Eskob disket ar brezoneg, hogen ar Vikel Vras a gomze reiz mad hon yez hag heman a droe e galleg, d’an Eskob, rebechou ar potr koz. Hag an Eskob da foëta, herda m’ hall, friko Janedig. Ar paour kez koz a golle e skiant. Hogen pa zavas an dud diouz an daol, Janedig a lakaas pevar billied a gant lur e dorn ar person koz. Pevar c’hant lur evit e bevien !


54. — Eur paour-kaez den a-furnez

An holl dud fur n’ int ket bet Gresianed. Bet a zo ha beza ez eus c’hoaz meur a hini en Breiz-Izel. Pipi ’n Tiek a veve e parrez Pleuvian war-dro kreiz’ an XIXd kantved d’ar mare ne oa ket deut c’hoaz ar c’helaouennou da zivoeda pennou ar Vretoned.

Besa oa en iliz Pleuvian — hag eno aman c’hoaz — eur skeuden gaër a Sant Jord, koat livet — mar n’ez eus ket deut eur sant plastr, a Bariz, da gemer he lec’h. Eun estren bennak a vije bet souezet, o tont-e-maez euz an iliz, o welout eur paour, en e goaze war voger ar vered, henvel mik ouz Sant Jord. Ar paour-ze oa Pipi ’n Tiek. Beleien ar parreziou all, hag an nebeut a veajourien a dremene, a roe aluzen d’ezan daoust d’ezan da dremen hep astenn nepred e zorn. An nep n’ anaveze ket an den-man a lavare moarvat en dije graet welloc’h impli diouz e nerz ebars ar parkou eget war voger ar vered oc’h heolia. Hogen Pipi ’n Tiek ne veve ket dre aluzen ; an aluzenou digemeret gantan a vije rannet etre pevien, muioc’h ezommek egetan. Chom a re ebars ar bourk pa ’n dije netra d’ober, rak eno e vije kavet evit rei dorn d’eul labour bennak n’eus forz e petore ti. Mar vije eun dra bennag a bounner da zougen, dour da gerc’hat, Pipi vije prest raktal. E c’hopr a vije eun tamm bara pe eur gwennek : « Daou wennek a zo re », emean.

Boazet a oa da vutunat dalc’hmat eur c’horn butun pri. Bep beure hen a brene e vutun, hogen ne zispigne netra mui. Parrue divez an deiz, hen a ranne e wenneien etre ar bevien all. Ar re-man, o zac’h war o c’hein, a dremene dre ar bourk, o c’houzout reiz-mad o dije an aluzen wellan digant Pipi ’n Tiek.

Setu eta, pa ’n dije gounezet e vevans, hen a landreante endro