d’ar bourk, heuilh a re ive an obidou evit ar Re-Varo, gwelet e vije ive o prederia troet war zu an heol, e gein harpet ouz eur c’hleu bennak. Respont a re c’houek d’an dud a dremene : e gomzou a oa lavariou fur, reolennou diouz an dibab. Hogen ne gredet ket e oa eun den lezourek ha troët war-nan e-unan. E galon vad a oa gouestlet d’an holl : an dud ar paouran a vije bet eürus da ranna gantan. Bepred ne zigomere netra digantê nemet da goulz pred, evit ober d’eze plijadur, eun aval-douar pe daou, diouz ar poud-houarn.
Ha hast e oa da zastum ar foën ? Raktal d’ar bourk da glask Pipi ’n Tiek. Ha beza ez eus ezom diouz eur freill vad evit peur ober al laz-dorna ? Da glask Pipi, raktal ’arruo, ha den na zorno eveltan ; alies, zoken na baouezo ket e freill e pad mern.
Biskoaz paour ne c’houlennas digantan hep kaout ; ar vugale o devoa evitan eur garantez-dreist : c’hoari a re gante. Hogen pez a blije d’ezan ar muia, a oa mond d’an oferen-bred, gant eur bugel war e vrec’h. E pad an oferen, an holl a wele Pipi e kreiz an iliz, en e zav !
(Da heuil).