Pajenn:Berthou - En Bro Dreger a-dreuz parkou.djvu/5

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 904 —


Pedet he deus gant he c’halon
Ha graet he deus eun orezon.

Gwellaet a vez c’hoaz an derzien en eur lakaat war vruched ar c’hlanvour, eur sac’hig hag ennan eun tammik douar kemeret e bez Sant Koneri a Blouvouskan. Red ez eo distrei an douar ze da vez ar Sant, d’ar c’henta beaj. Hag evelse e c’heller lavarout hep mar en eus graet douar bez Sant Konery meur a wech tro ar Bed, dindan jeleten stamm martoloded Bro Dreger.

Eun taol terzien a ya kuit raktal mar ouzer rei an urz-man gant mestroniez.

Pellaet elemant
Aërouant,
Redet e maez ar gwaziou
Diskennet dre ar bouellou.

Euz gor a vez gwellaet en eur lavarout heb alani :

Ar Voerb he devoa nao merc’h
Hag o nao e oaint gwerc’h ;
Eus a nao e teujont da eiz,
Eus a eiz da seiz,
Eus a seiz da c’houec’h
Eus a c’houec’h da bemp
Eus a bemp da beder,
Eus a beder da deir
Eus a deir da ziou,
Eus a ziou da unan.

Hag evelse e vez dalc’het. Ar c’hlanvour a van kousket, hag azalek ma’z eo kousket, an itron Moerb a ya kwit ; kals a dud a wellaa c’hoaz ar gôriou e c’hiz-se, marc’had-mat.


7. — An darvoedennou koll gwad

Eun darvoeden a vez gwellaet en eur lavarout nao gwech heb alani :

Trede darvoed, darvoed, tec’h
Kers ’ta breman en da lec’h
Treuz nao mor ha nao mene
Ha nao gwiaden gelve
Eno ’kavi da wele.

Setu aman an oraizon evit ar c’hollou goad :

Tri mab baleant,
O zri o vont dre an hent
Ha Jesus-Krist, gantê kroazet,
En deus digantê goulennet :
— O ’vont pelec’h ez oc’h paotred ?
— Da liorzig an Olived
Da glask louzou evit gwellaat