Pajenn:Berthou - En Bro Dreger a-dreuz parkou.djvu/51

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 549 —

Ha neuze, adenaouet gantant e gorn-butun, ha sachet ar moged diou pe deir gwech, Pipi a hete nozvez-vad d’an holl hag a gwitae an ti.

En eur landreanti dindan bannou ar stered, hen ’arrue en porz eur veureuri all. Mond a re en ti, hep ober neuziou, evel ma vefe aet en e di e-unan. — Pipi n’en devoa ti ebet, Pipi oa ar Paour n’en deus netra d’ezan er bed man. — An dud a vije dastumet endro d’an oaled. Ha setu unan da lavarout : « Arru eo Pipi Gamarad. Hag hen d’azeza war ar bank tosser e kichen ar re-all. Pa vije achu ar gont e vije goulennet : « Pipi, c’houi choumo aman da gousket ? » — « Ober a rin, eme Bipi ». — « Marteze c’houi a zebrfe eun draig bennak ? » Evelkent ! eme Bipi pa zeuer da glask lojeiz en eun ti-bennak, ne zeuer ket da glask boed war ar marc’had. »

Ha setu ar veilhadeg oc’h achui. Breman e oer o lavarout ar paterou ; pep hini ’n euz pedet evit e re-varo. An dud a zo o’ sevel diwar bennou o daoulin. Ha Pipi o vont d’ar c’hardi, mesk ar plouz pe d’eur c’hraou pe marchosi lec’h ’zo gweleou evit ar vevelien — hag ive alies evit ar mestrou pe o bugale. — Biskoaz Pipi ne gouskas war eur c’holc’hed. « Ar paour emezan, a dle kousket war ar plouz ». Pa vije roet d’ezan eur gwele hen en em ruze etre ar c’holc’hed hag ar plouz evit tremen an noz. Dihunet gant kaniri ar c’higi, Pipi Gamarad vije arru pell diouz an ti pa zave ar vevelien da zoura ar c’hezeg.

Eun deiz bennak an Ao. Gouronnek, noter ha den pinvidik-mor, a roas da Bipi Gamarad eur gwiskamant bet en impli. Pipi en devoa aer eun den a zoare dindan e roched wenn, e jileten digor frank war e vruched hag e liviten du. Hogen biskoaz n’ asantas lakaat war e benn tog-kern an Aotrou Gouronnek bete gout da lakaat c’hoarz war an den ar muia prizet ebars ar vro [1].

Pipi Gamarad n’ eve nepred evachou krenv. Truez en dije diouz ar re a gemere o flijadur ebars ar gwall-c’hoantegezou. Deiz ar marc’had Pipi ’n ije labour rak ar marc’hajou a vez graet, evit ar peurvuia ebars an tavarniou. Aët e vije an heol da gousket, tachen ar bourk hag ar straedou a vije arru sioul, arru vije kouls koan ; an tropellou a vije arru en o c’hrevier, pa zigoueze gant meur a ever dilerc’het sonjal sevel ha mont d’ar gaër. Hogen neuze e fallae an diouar : penaoz kerzet sonn, ha respont eün d’an dremenerien ? Streboti a rer war ar mein ; bransellat ra ar c’horf, hag ar penn a zeu da ’n em skarza evel eur goz votez koat. Petra ober ? Pipi Gamarad ne man ket pell. Pipi eo lemm e lagad. N’ez eus ket a zizenor o veza evet eur bannac’h re. Herie ’vezo tro Erwan, warc’hoaz’ vezo tro Yann. Pipi Gamarad an eus anaoudegez evit an holl. Ha Pipi da zamma Erwan pe Yann war e gein, evel eur c’hrennard, ha d’ar gaër buan, en eur redeg, kouls laret, rak Pipi a

  1. Anavezet am beus em yaouankiz c’houec’h den e Pleuvian hag a zouge bemdeiz eun tog-kern-hir.