Pajenn:Berthou - En Bro Dreger a-dreuz parkou.djvu/54

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 552 —

war ar vuez-man nemet e kreden gaër-dreist an Drouized. Houman, a hend-all, daoust ha ne ro ket an diskleriadur a bep darvoud ? An den a zo war ar bed-man evit diski, evit dilenn, evit barna, evit gwellaat hag uhelaat dalc’mat e spered. Pipi Gamarad en devoa, assur, eur spered uheloc’h eget ne oa uhel e stad korfel hag uhelder e spered a zo eun testeni eus milvedou ar stadou tremenet gant spered an den, a dreuz an amzeriou. Dre begement a stadou a dlee c’hoaz e spered tremen araog kuitag kelc’h Abred ha mont e kelc’h Gwenved elec’h e kaver an evrusted peurbadus ?…

Pipi Gamarad a oe toullet e vez e bered koz Pleuvian a oa gwechall en dro d’an Iliz, tost d’ar c’halvar bras — eur gador-brezek — e kichen va zud koz hint o-unan, kousket ive el « Liorz an Ugent Varc’hariden ».

Unan euz an diou grennardez o devoa graet al lê da zebelia ar paour-kaez Den a zo bet mamm d’an hini a skriv an diverra-man euz e vuez.

(Penn diveza).