Pajenn:Berthou - En Bro Dreger a-dreuz parkou.djvu/8

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 1045 —

En Bro Dreger

A dreuz parkou
(Kendalc’h)
————
Giziou, Boaziou, Skoueriou
Gant Erwan Berthou (Kaledvoulc’h).
————
12. — An daoulagad

Feunteun Sant Yann en Pleuvian, a zo darempredet evit yac’haat an daoulagad. Hogen red eo d’in asanti n’ez eus ket eul lec’h all ken brudet hag an Itron Varia ar Sklerder evit klenvejou an daoulagad.


13. — Drougou heugus

Sant Bleiz ha Santez Klara e Pontreo a wella ar wagrennou ha droug ar Roue, ar c’haledennou-Kig hag ar Goriou. Hogen ’meus aoun n’ez eus ket heuilhet mad o azeulerez rak kals a dud, klanv gant an drougou-man e weler dreist-oll demdost d’an aod. Moarvat ar c’hlevejou-se a vez dastumet gant an dud a vor pa zigouez d’eze mont d’ar broiou pell da aberzi da zoueezed ar Baganed ! Gwalleur d’eze. An dour eus feunteun Santez Klara a zo mad tre evit poaza ar palastrou.


14. — Ar chas klanv

Enezennig Gweltas, pe Yeltrans, e Penvenan, he deus ive eur feunteun vurzudus hag a wellae diouz dantaden ar c’hi klanv araog ma oa ganet Pasteur hag araog savet e Glanvdi. Ar bara beniget deiz ar Pardon e chapel Sant Weltas ne deu ket da louedi ; an hini a zoug eun tam bara beniget eno ne ves ket dantet gant ar chas-klanv.


15. — Ar vouzarded

Ar vouzarded e vez gwellaet e Plouha gant Santez Eugenia. N’ez eus netra welloc’h eget eur strinkaden dour diouz he leunteun en skouarn eur bouzar.