Pajenn:Berthou - Veillée de Noël.djvu/41

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
veillée de noël
39


VI

Mari Jouassin eo hanvet
Hag egile eo Zant Joseb.
Larit d’eze’ta dont en-dro :
Er marchossi ni o lojo

VII

Bep a dostae hanter noz
Mari n’he devoa tam repoz
Mari n’he doa repoz ebet
Evit genel Zalver ar Bed.

VIII

Joseb, Joseb, eme Vari
Klaskit eur zikour bennak d’in
Lec’h e vo eur c’hog o kana
Pe eur bugelig o ouela.

IX

Joseb a sko war ar porziou
Ha goulen a ra an aotrou
— Aotrou mat, o gwir vestr an ti,
Eur re bennag war dro Vari.

X

Va dimezelled zo kousket
Ken a vo deiz ne zavfont ket
Kousket ez int en o gwele
Ne zavfont ket araog an de.

XI

Nemet hounnez, va merc’h Berc’hed,
Aze war gornig an oaled.
— Berc’hed, kers war leuren an ti
Evit rei zikour da Vari.

XII

— Pe zikour rofen da Vari
Pa n’am eus va holl izili ?
Setu aze divrec’h hep dorn
Divrec’h mogn a rez an addorn.