Chom hirroc’h da c’hortoz a oa kreski ar boan,
Pa zo eun dra d’ober e fell ober buhan.
Hag eun devez neuze e klaskis kalz a dro
Evit espern d’ezi hirvoud, keun ha daero :
Rak ar c’haletan tra evidon er bed-ma
Ez eo bezan kiriek d’unan all da ouela…
Siouaz ! kaer am oa bet lakât kalz a evez,
Klask eur bern digare, sonjal peb tra gant pouez ;
Kaer am oa bet skriva : — Na oamp ket gant Doue,
Herve ma sonj, galvet d’unani hon bue…
Evel eun taol-kurun ar c’hêlo a frailhas
Kalon Marivonig… — Ar plac’h d’in a skrivas :
— « Gant eur galon vantret, Yannig, ma mignon ker,
» E teuan da respont, da respont d’ho lizer…
» Ar c’hêlo a zo deut ken disonj ha ken kri,
» Nan, nan, ze n’eo ket gwir… Nan, n’hallan ket kredi !
» O ma Doue, perak n’eo ket deut ar maro,
» Evit n’am ije ket klevet eur seurt kêlo !
» Marvad, o Yannig ker, ho peus kavet eun all
» Hag a garet welloc’h… O bezet didamall ;
» Ouzoc’h n’am eus ket droug, nan, pell braz ac’hane,
» Evidoc’h, en eneb, me a bedo Doue,
» Me a bedo Doue m’ho po evurusted,
» Rak me, birviken ken, na gavin joaüsted !