Pajenn:Bocher - Bleuniou Yaouankiz.djvu/116

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
88
mouez eun delen


Ha dre ar Fe hepken ar Barz a vezo braz !
Gwenklan, ar Barz pagan, a zo eur skouer vad-tre,
Mes pell welloc’h ez eo Sant Weltaz, Sant Herve…
Heuilh bepred o roudou, mir ive an Envor
Dimeus ar garante o doa holl vit Arvor !

An hano-barz, mignon, a teus bet dibabet
A zo talvoudus dreist ; eveltan n’an eus ket !
Roc’hlann !Roc’h vel eur roch te a chomo dalc’hmad
Stard, stard en ez kreden, en kreden ar Breizad !
O Barz ! evit da Vreiz te a vezo garrek
Soun ha nerzus ’n ez sav evit ar Brezonek !
Ha gant aon na deufe trubarded d’az gwallan,
Teus laket d’ez tiwall eur gouriz ar gwellan ;
Lann ! — En dro d’it al lann gant pikou lem ha hir,
A rei eur gward enor, evel klezeier dir ;
Eneb d’eur seurt difenn netra na dalvezo,
Hag en despet d’an holl, da delen a gano !
Klevet e vo he mouez a dra zur, o mignon,
Tra ma kani warni gant fe grenv da galon,
Karante ar Werc’hez, da vam dous ha tener,
Ha hini da Zoue, da Grouer, da Zalver !
Klevet e vo he mouez gant ar gwir Vretoned,
A hirvoud c’hoaz hirie dindan ar C’hallaoued ;