Hag eur waz o tremen
A vouskan hep paouez...
Holl vein ar vilin baour, en he c’hreiz bern war vern,
A zo breman kuzet gant an drez hag ar spern ;
Na weler en o fez nemed eur men-mala
Chomet en e c’hourve kichen toull ar rod vraz,
Ha moger an toull-ma,
Goloet a ill glaz.
Eun tam pelloc’h ar stank, sec’h evel eul lannek,
A ro eur peuri treut d’ar saout ha d’ar c’hezek ;
Kollet he deus pell zo ha pâl, ha ruzelen…
Van eus en dro d’ezi nemed eur ween fô,
Lec’h klever an ezen
O vouda a daolio…
Kement tra a welan a ra d’in hunvreal ;
Hag ar wazig drant drant, a glevan o ruilhal,
Ha mouez skanv an avel o kana er foên ;
O diou en em spered a digasont sonjou,
Sonjesonnou laouen,
Hag ive hirvoudou…
Nag e oa dous beva ’n eul lec’h ken dudius,
Eus eur vue guzet, eur vue evurus !