Pajenn:Bocher - Bleuniou Yaouankiz.djvu/128

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
100
ar vilin gouezet


Siouaz ! hirie an de hon milinou dister
Zo barnet da vervel, lazet gant ar re vraz,
Hag ar Barz-miliner
Gant se a zo a waz !

Rak hon milinerien oa gwechall, peurvuian,
Barzed pe ganerien eus ar re vrudetan ;
Perc’henn ar vilin-man oa ive, marteze,
Brudet braz evel Barz pe c’hoaz evel kaner,
Hag e zoniou bemde
Lake ar vro seder.

Marteze eo e vouez a glevan er foën,
E vouez pe, piou a oar ? Mouez klemmus e delen,
A deu c’hoaz da gana en dro d’ar vilin goz
Evit klask al lec’hiou he deus karet gwechall,
Ha dont enpad an noz,
Hed an de d’o diwall…

Pa gwitean al lec’h an ezen zo krenvoc’h,
Hag ar wazig vihan a hiboud sklintinoc’h !
Zeblantout a reont laret d’in en eur vouez :
— Trugare, trugare ! — Ma c’halon frealzet
A lar d’e aliez :
— M’ ho kar, treo dilezet !