Pajenn:Bocher - Bleuniou Yaouankiz.djvu/137

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


AR VOTADEG


Kwitât e ris ar bourk, rukunet ha heuget,
Taolen ken hudur all n’am oa ket c’hoaz gwelet !
Na dalve ket en nac’h, biskoaz, biskoaz urz vad,
N’an eus gallet sevel diwar labour korfad ;
Keït ma vo evelse, ar gonid a vo treud,
Rak dimeus eur sac’h giaou na deuïo biken bleud !

Mar goar en implia, pep den an eus hirie
Eur benveg ijinus ; fall daonet pe vad tre.
Herve e dam labour e vo lod an den kez,
D’ezan e vo an droug, d’ezan ar vadelez…
Koulskoude ma karfe, nag a evurusted,
Ha nag a blijadur hag a beuc’h dre ar bed !
A dra zur, mar chomfe gant pep den e frankiz,
Ma c’hallfe, didamant, rei e vouez hep diviz,
Na wellchemp ket breman ar Gasoni hudur
Oc’h ober d’imp lezen hag o talc’hen ar stur…