Pajenn:Bocher - Bleuniou Yaouankiz.djvu/138

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
110
ar votadeg


Mes adalek ma ve gwelet eun tam paper
Etre daouarn eun den ha n’eo ket disket kaer,
E teu kerkent bleizi, dindan kroc’hen denved,
Leun a gomzou flour, flour, tener, melus meurbed…
Peurvuian n’o devo na micher, na danve :
— « Bah ! diwar goust Fanch-Kouer ni a vevo ! emê
» Brao e vo d’imp bouta ar mevel war ar mestr,
» En eul laret d’ezan : — Bez eun den digabestr !
» Hisa refomp ive ar mab eneb d’an tad,
» Ha d’ezan e larfomp : — Da dro a zo, marvad !
» Ha d’ar bewien goude : Bevet ar Republik,
» Ra vezo troad ar paour war goug an den pinvik !
» Hag evelse bepred ni hon devo moueziou,
» Ha goude, war an holl, e tennfomp hon zeodou…
» Mar na gerz ket an traou ganimp evel hon c’hoant,
» E glaskfomp d’hon zikour hostiz ha gwin-ardant ;
» Ouz eur bannac’h loko Gwiljan n’hallo ket stourm,
» Bezomp eta dinec’h… Demp araok, ha difourm !
» Hon holl enebourien pa welfont ac’hanomp,
» A laro truezus : — Oh ! eur vez eo… Tec’homp !
» Ha mar na dec’hont ket, rak kaled eo o fenn,
» E huchfomp krenv warne : — Na fell ken a Re-Wenn !
» Ar Gwenn a dle tec’hel dirak ar « bolred-ru »…
» Allô, evaj d’an dud, ha da voti dustu !