Pajenn:Bocher - Bleuniou Yaouankiz.djvu/139

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
111
ar votadeg


» Ha mar ve red ouspenn e savfomp war ar groaz,
« Eno e tigorfomp hon geno brasoc’h c’hoaz :
» — Gwechall, mignoned kez, henvel ouz al loened,
» Ho tadou koz n’o doa nemed yeod evit boued…
» An noblanz a oa mestr, ive ar veleien,
» Hag an holl a zente dimeus o gourc’hemen…
» Noblanz ha beleien a garfe c’hoaz sevel,
» Marvad c’houi n’hoc’h ket zod ? C’houi zo mestr, int mevel !
» Eus ar pez a larfomp, na gredfomp ket eur gir,
» Mes ar bobl a laro : — Kement-se a zo gwir !
» Rak — hep diskadurez — an dud na glaskont ket
» Gouveout petra oa an amzer dremenet ;
» Ha mar voutomp anê eneb d’ar veleien
» Ez eo dre ma kavomp, eno, eur gwall zouten :
» Pa ve dispartiet denved ha mesaër,
» E ve brao, brao d’ar blei ober e droïou kaer !
» Mar na ve ket awalc’h e c’hallfomp c’hoaz goude
» Huchal abouez hon fenn : — Vive la Liberlé !
» Ar gir-ze e-unan ha gantan… bannac’hou,
» A lako da virvi ar gwad er gwaziou…
» Ar paourkez Fanch neuze, war an tol dallet pik,
» Hanter-veô, a laro : — Ya… Gwin-ardant ha mik !…
» En hano ar Frankiz e vouez a vezo d’imp,
» Ha, frankiz d’hen gwada a vo lezet ganimp…