Pajenn:Bocher - Bleuniou Yaouankiz.djvu/148

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
120
an nôr drailhet


Ha daou archer garo a ziframm den Doue,
Hag hen kas, divergont, da ouela a goste…
Breman, da vihanan, al laer a c’hall poanial,
P’hen deus ar mesaer war e dreid eun hual…

Eun nebeud boued-ifern a goll amzer ha poan,
A drailh o benviou… Mes an nôr na ra van !
— « Ar vouc’hal, ar vouc’hal ! eme Potr-al-Lezen,
» N’hallomp ket marc’hata ha termal da viken…
» Allo, c’houi zoudarded, war araok ha kalon,
» An nôr a zigoro, en despet d’ar person ! »
Neuze, o tra spontus ! eur zoudard a dosta,
Eur gourc’hemen ken fall a ra d’ezan krena,
Karet en dije well, hep mar, ober traou-all,
Eget plega, hep klem, da lezennou ken fall ;
Mes an urz zo roet, eun urz garo a kri,
Ar gourc’hemen zo striz, n’haller ket dizenti !
… Eun taol bouc’hal pounar… O glac’har hag anken,
A ra d’ar gristenien loskel eur griaden !…
An taoliou a stanka ; o hekleo truezus
A ziston en iliz… Oh ! nag ez eo poanius !
Ar c’hloc’h a zon klemmus, klemmusoc’h vit biskoaz,
E vouez a vesk daerou gant hirvoudou ar c’hlaz…
Ar bobl war e zaoulin, mantret gant ar glac’har,
A zistank da ouela dirak an dud digar ;