Pajenn:Bocher - Bleuniou Yaouankiz.djvu/151

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


An Anaon


« Pedomp eta braz ha bihan,
» Koz, yaouank, tud a bep stad,
» Evit an Anaon en poan,
» Oh ! pedomp a galon vad ! »


Noz gouel an Holl-Zent ! Moueziou ar c’hleier
A zam ma spered a boan, a breder…
Deut ez on aman en kreiz ar c’hoat bras
O sonjal pellât hag evit ankouas
An envor poanius a wask ma c’halon
Gant tristidigez gouel an Anaon.
Karet am ije marteze tec’hel…
Ha c’hoaz nan ! — Pep tra a deu d’am gervel
Ha da laret d’in : — « O kemer true,
Lavar eur beden evit hon ine ! »

Au noz a zo splan, an oabl digoumoul,
Ar reo-gwen a goue war ar bed sioul ;