Pajenn:Bocher - Bleuniou Yaouankiz.djvu/161

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
133
avel ar yaouankiz


Mesket gant an drouz all, a gleven poaniusoc’h
Hag a re d’ar c’himiad bezan d’in kalz krisoc’h,
Meur a sonj a verve neuze ebarz ma fenn :
Awalc’h eo, pa ve red, gouzanv mestr ha perc’henn ;
An neb a c’hall kavout eur vue a frankiz,
O plega da vestrou a zo gwall diaviz…
— Kenteliou ar furnez, a dra zur, kement-se,
Mes, dimeus eun tu-all, dilezel ma c’hunvre ?
Dilezel eun hunvre maget ganin keit-all !
Na dalve ket termal… Pe rin mad, pe rin fall
Red a vo d’in monet ; ma c’hoant eo bale bro,
Mar na gerz ket an traou goude me a welo…

An noz a dostae ; en kreiz gwiniennou
Ar marc’h-du a nije, a dreuze plenennou ;
Eun heol miz-gwengolo o tiskenn en dremwel,
A roe c’hoaz eur pok d’an devez o vervel ;
Ha d’ar c’houlz-ze an de pa dav er bed peb brud,
Pa nij a denn-askell al lapousig d’e glud,
Pa ziskwiz an douar ha pa gas an ine
En trezek ar C’hrouer eur zell a drugare,
Ma Doue, nag eo kri d’an den dispartiet
Sonjal ebarz ar gêr, er re a zo chomet !
Ha ma fenn em daouarn me a ouele bepred…
… Eun drouz-ifern ha bec’h : — Naoned, Naoned, Naoned !